Crépin-Leblond
Neuz
Crépin-Leblond zo un ti-embann gallek bet krouet e 1954 ha diazezet e Chaumont (Haute-Marne, Bro-C'hall)[1]. Arbennikaet eo war an hoplologiezh (armoù-tan hiniennel hag armoù gwenn), ar sportoù tennañ hag istor ar brezelioù, met levrioù war sujedoù all evel ar voneizoniezh, an diguzhat metaloù, ar chaseal, an natur hag al loened a gaver e katalog ar stal. Ouzhpenn al levrioù e embann Crépin-Leblond ar c'helaouennoù Cibles, Tir à l'Arc Magazine, Charc, Détection Passion hag Excalibur.
Lakaet eo bet e dibennfreuzadur barnerezhel d'ar 24/09/2025 abalamour da ziaesterioù stag ouzh enkadenn ar COVID-19 ha da gresk priz an danvezioù kentañ[2].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) CREPIN LEBLOND, L'Annuaire des Entreprises (lennet d'ar 25/08/2025)
- ↑ Kemenadenn ar 25 a viz Gwengolo 2025 war lec'hienn internet an embregerezh.