Cosmographia (Sebastian Münster)
Neuz
Ar C'hosmographia ("kosmografiezh") gant Sebastian Münster (1488–1552) embannet e 1544 eo ar c'hoshañ deskrivadur eus ar bed en alamaneg[1]. Meur a embannadur zo bet e meur a yezh evel e Latin, galleg (troet gant François de Belleforest), italianeg ha tchekeg. N'eus nemet arroudoù hag a zo bet troet e saozneg. An embannadur diwezhañ en alamaneg a oa bet e 1628, kalz amzer goude marv Münster. Ar C'hosmographia a oa bet unan eus al levrioù brudetañ er XVIvet kantved. En holl ez eus bet 24 embannadur dindan 100 vloaz[2].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The New Encyclopædia Britannica, 1974, (ISBN 0-85229-290-2)
- ↑ Lepore, Jill (2002). Encounters in the New World: A History in Documents, Pages from History. Oxford University Press. 24 p.