Cosa Nostra
Neuz
Mafia Sikilian
| Rann eus | torfederezh aozet en Italia |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 19. century |
| Den e penn an aozadur | Caporegime |
| Sez sokial | Sikilia |
| Operating area | Sikilia |
Cosa Nostra (brezhoneg : "hon tra") pe ar Mafia sikilian,[1] anvet ivez ar Mafia, zo un aozadur torfederezh kuzh ganet war enezenn Sikilia e kreiz an XIXvet kantved. Da gentañ-holl e oa un aozadur emzifenn ha merañ an douaroù hag al labour-douar lec'hel. Goustadik eo troet ar mafia en ur rouedad torfederezh galloudus ha ledet war meur a gevandir. E kreiz an XXvet kantved e oa ensilet er bed politikel, ar saverezh (labourioù foran...), bed an arc'hant. Goude-se e oa aet war-zu an trafikerezh dramm, gwalc'hiñ moneiz lous, ha torfedoù lies all[2]. Kalon obererezhioù ar Mafia eo ar gwarez racket, bezañ tredeog etre torfedourien, hag aozañ kement ha seveniñ marc'hadoù hag eskemmoù er maez eus al lezenn.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pike, John (3 October 1998). La Cosa Nostra.
- ↑ Mafia - Enciclopedia (it).