Corrán Binne

Eus Wikipedia
Corrán Binne

Corrán Binne (Horn Head e saozneg[1]) zo ur beg-douar e kontelezh Dún na nGall, e gwalarn Iwerzhon.

Aspadennoù eus krommlec'hioù ha bezioù eus mare an Neolitik zo bet kavet eno.

Uhel a-walc'h eo an tornaod : 180 metr a-us live ar mor. Eno e vez o neizhiañ spesadoù evned mor evel ar morvrini pe ar godezed hag un tolead gwarezet eo ar beg-douar a-bezh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]