Mont d’an endalc’had

Corpo Aereo Italiano

Eus Wikipedia
Corpo Aereo Italiano
unvez milourel
Deiziad krouiñGwengolo 1940 Kemmañ
Lealdedtirlu Roueel Italia Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Emgann Bro-Saoz Kemmañ
BroRouantelezh Italia Kemmañ
Deiziad divodañ15 Ebrel 1941 Kemmañ

Ar Corpo Aereo Italiano (brezhoneg : "Korf Aer Italian"), berraet en CAI, a oa un nerzh kas eus ar Regia Aeronautica italian (Aerlu roueel Italia) hag a oa bet o kemer perzh en Emgann Bro-Saoz hag ar Blitz e mizioù diwezhañ ar bloavezh 1940 e-kerzh an Eil Brezel-bed. Ar CAI a oa bet oc'h harpañ al Luftwaffe o stourm a-enep ar Royal Air Force (RAF) breizhveuriat hag ar Fleet Air Arm (FAA). Ar CAI ne oa ket bet gwall talvoudus, dre ma oa dafaret fall.

An diktatour italian Benito Mussolini en doa bountet evit kaout ul lod eus unvezioù ar Regia Aeronautica da vont da harpañ an Alamanted e-kerzh Emgann Bro-Saoz dre ma oant kevredet. D'an 10 a viz Gwengolo 1940, e oa savet ar CAI, ha lakaet evel anv ofisiel ar 1a Squadra Aerea di Milano (1añ skouadrenn aer eus Milan). ar Generale di Squadra Aerea Rino Corso Fougier a oa bet lakaet evel ofiser penn.[1]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (2014) Combat Biplanes of World War II. United Kingdom : Pen & Sword. ISBN 978-1783400546.