Corn Laws
Neuz

Corn Laws a oa reolennoù lakaet da dalvezout er Rouantelezh-Unanet etre 1815 ha 1846 evit prizioù ha strishadurioiù war kenwerzh ar boued hag ar greun enporzhiet er vro. Ar ger corn e saozneg a vez implijet evit ober anv eus an holl edeier, evel ar gwinizh, ar c'herc'h hag an heiz[1]. Al lezennoù a oa bet soñjet evit derc'hel uhel prizioù ar greun evit gwareziñ perc'henned atantoù bras ar vro, hag o devoa pouez er varc'hadelouriezh[2] saoz. Abeg e oant bet d'ur gounnar vras e-touez an dud ha da Naonegezh Vras Iwerzhon.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jean-Yves Capul hag Olivier Garnier, Dictionnaire d'économie et de sciences sociales, Pariz, Hatier, 2011, pp. 417 ha 550 (ISBN 978-2-218-95207-4)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Oxford English Dictionary. Kavet : 20/05/2025.
- ↑ Marc'hadelouriezh : kelennadurezh ha politikerezh armerzhel hag a laka ar metaloù prizius da ziazez diorren ur vroad ; dav eo dezhi neuze berniañ ar metaloù-se dre ar c'henwerzh gant broioù estren, ma werzhont muioc'h eget na brenont. Kement-se a gas da bolitikerezhioù gwarezelour.