Cordon bleu
| Iskevrennad eus | meat dish |
|---|---|
| Rann eus | Swiss cuisine |
| Bro orin | Suis |
| Danvez implijet | kig-moc'h, Swiss cheeses, kig-yar, Kig leue |
Ar c'hordon bleu zo ur meuz ha n'eo ket gwall asur e orin. Marteze a-walc'h e vefe suis, e-kichen meuzioù damheñvel eus Aostria hag Ukraina. Adijinet ha poblekaet e oa bet ar c'hordon bleu er Stadoù-Unanet en eil lodenn eus an XXvet kantved bepred.
Aozet e vez gant ur skalopenn kig-yar, kig-yar-Indez, kig-moc'h pe kig-leue faoutet pe rollet tro-dro morzhed-hoc'h ha keuz, ha panet. Gallout a ra bezañ poazhet en ur baelon pe fritet.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div varteazadenn a zo diwar-benn an anv :
- dont a rafe eus an droienn c'hallek « être un cordon bleu » hag a dalv bezañ ur c'heginer ampart.
- ober a rafe dave d'ar c'hordennigoù glas implijet gant ar geginerien italian evit stagañ an tailhennoù skalopennoù farset an eil re ouzh ar re all [1].
Istor ar meuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur varteazadenn gentañ e vefe orin ar meuz da gavout e-bourzh al lestr kenwerzh alaman Bremen e 1933. Enrollet en doa ur rekord tizh nevez evit an dreizhadeg Bremen–New York. Reseviñ a reas ar c'habiten Leopold Ziegenbein ar seizenn c'hlas, un enoradenn roet da gomandant lestr buanañ ar bed. Evit lidañ an darvoud-se e vije bet goulennet gantañ ouzh e geginer suis aozañ ur meuz gant keuz. Ar c'heginer en dije lakaet keuz en ur skalopenn ha badezet ar rekipe : « Cordon bleu »[2].
Un eil marteazadenn a gont e oa ur geginerez eus Kanton Valais a oa dirak ur gudenn da ziskoulmañ : div wech muioc'h a gouvidi a oa ganti eget ma oa gortozet. Didroc'hañ a reas 60 skalopenn kig-moc'h e lec'h 30 eta ha gwarnisañ a reas anezho gant morzhed-hoc'h kriz eus Valais ha keuz[3].
Hervez un trede marteazadenn e teufe ar c'hordon bleu eus Bro-C'hall, ijinet e-pad ur genstrivadeg anvet « Cordon bleu » aozet e 1930. Ar meuz a voe trec'h n'en doa anv ebet, ha badezet e vije bet « le Cordon bleu »[4].
Dont a reas an anv « cordon bleu » war-wel da vat e roll-meuzioù ar pretioù, er c'hazetennoù hag er bruderezhioù er Stadoù-Unanet goude an Eil Brezel-bed.
Meneget e voe ur veal cordon bleu (« cordon bleu kig-leue ») e 1958 el Los Angeles Times. E-barzh roll ar meuzioù diouzh ar c'hiz e bed an aferioù edo : « Veal cordon bleu will be the piece de resistance on the menu » (P. SG A9).
En New York Times ez eus anv eus cordon bleu en un tamm bruderezh evit an United Airlines e niverenn an 21 a viz C'hwevrer 1962, p. 39 : « Your Entree. It might be a tender filet mignon, stuffed breast of chicken or veal Cordon Bleu. Served with it, a vegetable and potatoes in one of a dozen tempting styles. » Meneget e voe ur « c'hordon bleu kig-yar » er memes kelaouenn e 1967[5].
Hervez Patricia Bunning Stevens[6] e vefe ar Chicken Cordon Bleu (« cordon bleu kig-yar ») un ijinadenn stadunanat nevez a-walc'h diazezet war rekipeoù europat hengounel : kig-yar giz Kiev, meuz ukrainat graet gant gwenn yar gwarniset gant amann saezonet, panet ha fritet. Berzh bras a reas ar Chicken Kiev er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1960 goude bezañ bet war roll meuzioù ar pretioù cheuc'h. Adstummoù a bep seurt en deus bet e-kichen ar Veal Cordon Bleu eus Suis hag ar Schnitzel Cordon Bleu eus Aostria. An daou veuz diwezhañ-se a zo ur skalopenn kig-leue plataet rollet en-dro dezhi tailhennoù morzhed-hoc'h hag emmental pe gruyère, ha goude panet. Ar Chicken Cordon Bleu a zeufe eus ur meskad cordon bleu kig-leue suis pe aostrian ha kig-yar giz Kiev eta.
An droienn « cordon bleu » a zeu war-wel e titloù rekipeoù : ar Veal Cutlet Cordon Bleu e 1964 (Variations with Veal, Los Angeles Times, 5 a viz Meurzh, p. D8) hag ar Chicken Breasts Cordon Bleu e 1968 (« Time and Care Go Into Chicken Cordon Bleu », Los Angeles Times, 11 a viz Gouere, p. H10).
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Alpha et le secret des mots (cuisine) embannet gant TheBookEdition, 2016-11-14 (ISBN 978-2-9546968-2-9), gwelet d'an 2024-09-11.
- ↑ Le cordon-bleu: un régal distingué! | Betty Bossi e www.bettybossi.ch
- ↑ Le cordon bleu, une invention valaisanne ? On y croit ! e Le cordon bleu, une invention valaisanne ? On y croit ! | Rhône FM
- ↑ La savoureuse énigme de l'origine du Cordon Bleu e La Bonne Vague, 2023-09-06
- ↑ « FAQ: Meat and Poultry », www.foodtimeline.org (gwelet d'ar 25 a viz Ebrel 2019).
- ↑ Rare Bits - Unusual of Popular Recipes gant Patricia Bunning Stevens, embannet gant Gwask Skol-veur Ohio, Athènes, 1998, p.120, (ISBN 978-0-8214-1233-6), gwelet d'an 25 a viz Ebrel 2019.