Coquet (stêr)

Eus Wikipedia
Ar stêr Coquet e Morwick Crag

Ar stêr Coquet (distaget [ˈkoʊkət] e saozneg) zo ur stêr eus hanternoz Bro-Saoz, a red dre gontelezh Northumberland hag en em daol e Mor an Hanternoz. Eieniñ a ra e Torgennoù Cheviot, redek war-zu ar reter a-hed 64 km hag en em deurel er mor e-kichen Amble, goude tremen hebiou kastell Warkworth.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneg a gaver eus ar stêr-se en Henamzer :

Hervez Rivet & Smith e vefe savet an anv-se gant an elfennoù *cocco- (= liv ruz) ha -veda (= doare). Talvezout a rafe an anv kement hag "ar stêr ruz", abalamour da boultr porfir a gaver e menezioù Cheviot[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.