Connor Michalek
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Connor |
| Anv-familh | Michalek |
| Deiziad ganedigezh | 25 Du 2005 |
| Lec'h ganedigezh | Hampton Township |
| Deiziad ar marv | 25 Ebrel 2014 |
| Lec'h ar marv | Pittsburgh |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev an empenn |
| Prizioù resevet | WWE Hall of Fame |
Connor "The Crusher" Michalek, ganet e 2005 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Ebrel 2014, a oa ur Stadunanad sot gant ar World Wrestling Entertainment (WWE) hag a oa bet brudet dre ur c'hampagn war ar rouedadoù sokial evit sikour anezhañ da gejañ gant Daniel Bryan, ur gourener a-vicher ma oa sot gantañ. Gant berzh ar c'hampagn e oa bet tu dezhañ da welet Bryan ha gourenerien all, ha se meur a wech. Michalek, hag a oa tapet gant ur c'hrign-bev en empenn hag el livenn-gein abaoe an oad a dri bloaz, a oa marvet da eizh vloaz, d'ar 25 a viz Ebrel 2014. Pennoù ar WWE Triple H ha Stephanie McMahon o devoa enoret anezhañ p'o doa krouet un font en e anv da rastellat arc'hant, hag enoret e oa bet dre zalif gant ar Warrior Award e-kerzh lid enoriñ 2015 ar WWE.