Conduelo Píriz
Neuz
Conduelo Píriz, bet ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1905 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Kerzu 1976 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (kreizer e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari en Uruguay : e Club Atlético Defensor (Montevideo) ha Nacional Montevideo, hep na vije anavezet mat deiziadoù e vicher.
Seizh gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1929 ha 1932, hep merkañ pal ebet.
Krogadoù a vignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 16 a viz Mezheven 1929 e Buenos Aires (Arc'hantina) : Arc'hantina 2-0 Uruguay,
- 18 a viz Mae 1932 e Montevideo : Uruguay 1-0 Arc'hantina.
- 28 a viz Gwengolo 1929 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-0 Uruguay.
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa voe renket da drivet e 1929. Dalc'het e voe ar genstrivadeg e Buenos Aires ha sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa kemeret perzh enne :
- 1añ a viz Du : Paraguay 3-0 Uruguay,
- 11 a viz Du : Uruguay 4-1 Perou,
- 17 a viz Du : Arc'hantina 2-0 Uruguay.
- 25 a viz Mae 1930 e Buenos Aires : Arc'hantina 1-1 Uruguay.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. Ne c'hoarias krogad ebet.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.