Comprehensive Economic and Trade Agreement
Comprehensive Economic and Trade Agreement berraet e CETA a vez graet eus ur feur-emglev ekonomikel evit ur c'henwerzh frankoc'h etre Kanada hag Europa. Ur wech enaouet e roio lamm da 98% eus an taosoù etre Kanada hag Europa.
Ar marc'hata a zo bet kroget e miz Eost 2014. An 28 bro ezel d'an Unvanizeh Europat a zo savet a-du gant feur-emglev ar CETA, Belgia a voe ar vro ziwezhañ da sevel a-du. Justin Trudeau, Kentañ maodiern Kanada a veajas betek Brussel d'an 30 a viz Here 2016 evit sinañ eus tu Kanada. An unvaniezh europat a lak war-wel e vezo ar feur-emglev-se a roio harp bras a-benn saveteiñ un hanter bilion a euroioù taosoù war an ezhporzhiadurioù bloaziek. Ouzhpenn da-se e vez lakaet war-raok e vezo aesoc'h reoliata ar micherioù evel re an tisaverezh, an ijinourien hag ar c'honterier, aesoc'h e vefe neuze an eskemmoù labourerien etre an embregerezhioù etre Europa ha Kanada. Bodad Europa a ziskler e vezo degaset gant feur-emglev ar CETA ul live ledanoc'h evit an eskemmoù etre an daou tiriad betek tizhout tachenn ar perc'henniñ labourioù spered.
Enebadurioù a zo savet buan a-enep ar feur-emglev dre ma vefe lakaet en arvar bras Europa. Tachennoù a-bep seurt a vefe kemmet don evel re gwirioù ar guzumerien (surentez ar boued dreist-holl), hini an taosoù hag a zo izel dija. Pismiget e vez ivez dre ma vefe ur feur-emglev evit an embregerezhioù treuzvroadel ha bed an ekonomiezh bedel. Krouiñ a rafe riskloù brasoc'h da geñver an dilabour, kolloù arc'hant bras war an taosoù, kudennoù da geñver an en-dro a vefe risklus evit annezidi Europa. Ar feur-emglev a vez taget ivez dre ma vefe digempouez al lezennoù a-fed postañ arc'hant. Er c'hanada kement hag en Europa ez eus bet manifestadegoù hag enebadurioù poltikel ha kevredigezhel d'ar feur-emglev.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]CETA a zo ar feur-emglev brashañ gant Kanada abaoe hini an NAFTA. Ar feur-emglev a zo un disorc'h eus ur studiadenn kevredet anvet "Assessing the Costs and Benefits of a Closer EU-Canada Economic Partnership", hag a voe embannet d'an 12 a viz Here 2008.