Mont d’an endalc’had

Comissió d'Indústries de Guerra

Eus Wikipedia
Aozlun ar CIG

Ar Comissió d'Indústries de Guerra (e katalaneg Bodad an Industriezhioù Brezel), berraet e CIG, a oa un aozadur krouet d'ar 7 a viz Eost 1936 gant ar Generalitat republicana (hiziv Generalitat de Catalunya) evit pourveziañ armoù d'an arme republikan da vare Brezel Spagn, en ur unvaniñ ha poellekaat ar produiñ. Josep Tarradellas e oa e sekretour meur.

Ren a rae war 15 lec'h-produiñ perc'hennet pe seziset gant ar gouarnamant katalan, niveret eus F-1 da F-15 (evit Fàbrica, "uzin") ha dasparzhet er vro. O fal e oa produiñ poultr, produioù kimiek, kanolioù-mortez, armoù-tan hiniennel hag o munisionoù, greunadennoù, maskloù enepgazoù, kamionoù hag all. Betek war-dro 80.0000 den a labouras e uzinoù ar CIG. Divodet e voe d'an 11 a viz Eost 1938 pa dremenas an holl labouradegoù dindan beli eeun Is-sekretouriezh an Armoù ha Munisionoù spagnolat[1].

  1. (ca) TARRADELLAS Josep, La Indústria de Guerra a Catalunya (1936-1939). L'obra de la Comissió, creada per la Generalitat, i el seu report d'actuació, Pagès, SL, 2007, 202 p., ISBN 978-84-9779-579-1