Colt Walker
| Colt Walker | |
|---|---|
Ur revolver Colt Walker miret er MET (New-York) | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver |
| Mont en-dro | Platinenn-skeiñ un-ober |
| Kalibr | .44 |
| Ijinerien | Samuel Colt Samuel Hamilton Walker |
| Bloavezh krouidigezh | 1846 |
| Produer | Eli Whitney Jr. (Whitneyville, Connecticut) |
| Mare produiñ | 1847 |
| Niver produet | 1.100 |
| Perzhioù teknikel Texas Model | |
| Mas | 2 kg |
| Hirder | 390 mm |
| Hirder ar c'hanol | 230 mm |
| Hed-tenn efedus | War-dro 90 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | Etre 300 ha 410 m/s |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Colt Walker, anvet ivez Colt Whitneyville-Walker, zo ur revolver un-ober ijinet e 1846 er Stadoù-Unanet gant Samuel Colt ha Samuel H. Walker. Unan eus an armoù-dorn galloudusañ a rae gant poultr du eo.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Samuel Colt en doa lakaet produiñ e revolver kentañ, ar Colt Paterson, adalek 1836. Daoust dezhañ bezañ ar revolver modern kentañ, ne reas ket berzh, hag embregerezh kentañ Colt a reas freuzstal e 1842. Implijet e voe koulskoude an arm gant an Texas Rangers : e-pad emgann Walker's Creek (1844), ar Paterson a sikouras ar soudarded stadunanat da vezañ trec'h a-enep Komanched[1].
E 1846 e tarzhas ar brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. Samuel Hamilton Walker, ur c'habiten eus marc'hegerezh ar Stadoù-Unanet hag en doa implijet armoù Colt e emgann Walker's Creek, a voe karget gant e c'houarnamant da brenañ 1.000 revolver evit kont an arme[2]. Kejañ a reas gant Samuel Colt ha goulenn a reas gantañ sevel un arm disheñvel diouzh ar Paterson : ponneroc'h, uheloc'h e galibr (.44 meutad e-lec'h .36), dezhañ un daboulin 6 tenn, ha gouest da anduriñ ur gargad poultr du uhel[3] (60 greunenn e pep kambr, tost da 4 gram).
Diwar labour an daou zen e voe krouet neuze ar Colt Walker. Abalamour da Samuel Colt bezañ fripet e lod goude freuzstal e embregerezh kentañ e voe lakaet sevel an armoù e atalieroù an armeurer Eli Whitney Jr.[4] e Whitneyville (Connecticut). 950 skouerenn anezhe a voe kaset d'an Texas Rangers. Ken galloudus e oa an arm e c'halle lazhañ un den da 400 metr c'hoazh. Re bonner e oa da vezañ douget ouzh gouriz ar soudarded : daou revolver a veze staget ouzh dibroù ar varc'hegerien, e-barzh gouinoù a ratozh[3]. Un nebeud sioù en doa ar Colt Walker memestra, pa oa techet e ganol pe e daoulin da darzhañ a-wechoù abalamour da c'halloud ar gargad poultr uhel[5] ha da galite izel an dir implijet d'ar poent-se[2].
Mervel a reas Samuel H. Walker un nebeud mizioù goude, e miz Here 1847, e Mec'hiko. An arm en doa ijinet asambles gant Samuel Colt a blijas d'an arme ha d'ar gouarnamant, a c'houlennas prenañ muioc'h a revolverioù. Colt a wellaas an arm, ha kinnig a reas e 1848 ar Colt Dragoon, a voe gwerzhet un niver uhel anezhe, hag a verkas deroù berzh an ijinour stadunanat. Hemañ en doa lakaet sevel 1100 Colt Walker e-lec'h 1000 gant arc'hant ar gouarnamant ; a-drugarez d'ar gounidoù graet war ar 100 skouerenn ouzhpenn e c'hellas postiñ arc'hant evit lakaat sevel un uzin e Hartford (Connecticut) evit e embregerezh nevez, ar Colt's Manufacturing Company[2].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Colt Walker a c'haller implijout er c'hoari video World of Guns: Guns disassembly[6].
- Ar revolver zo bet choazet evel arm ofisiel stad Texas e 2021, gant ar gouarnour Greg Abbott[7].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Charles W. Pate, The Colt Walker Army Revolver, Andrew Mowbray Publishers, Inc., 2021, 96 p., ISBN 978-1931464888
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) SPURLIN Charles, Samuel H. Walker: Texas Ranger and Mexican War Veteran, Texas State Historical Association, 1976, kempennet d'ar 16/02/2019 (lennet d'an 18/07/2025)
- 1 2 3 (en) VENTURINO Mike, THE COLT WALKER .44, American Handgunner (lennet d'an 18/07/2025)
- 1 2 (fr) STAMMEL H. J., Colt Whitneyville-Walker, in Les armes à feu des pionniers, France Loisirs, 1975, pp. 49-50, ISBN 2-7269-0002-X
- ↑ (en) Colt Walker Percussion Revolver, serial no. 1017, MET (lennet d'an 18/07/2025)
- ↑ (fr) BIANCHI Didier, Dragoon de Uberti en cal. 44, Cibles n°659, miz Mae 2025, pp. 81-85
- ↑ (en) Colt Walker, IMFDB (lennet d'an 18/07/2025)
- ↑ (en) 9 States With Official Firearms, NRA Women, 09/09/2021 (lennet d'an 03/05/2026)