Mont d’an endalc’had

Colt Paterson

Eus Wikipedia
Colt Paterson


Ur revolver Colt Texas Paterson, kalibr .36
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver
Mont en-dro Platinenn-skeiñ un-ober
Munisionoù Boledoù etre .28 ha .36 meutad
Produer Patent Arms Company, Paterson
Bloavezh krouidigezh 1836
Mare produiñ 1836 - 1842
Niver produet War-dro 2.800
Perzhioù teknikel
Texas Model
Mas 1,250 kg
Hirder 349 mm
Hirder ar c'hanol 190 mm

Hed-tenn efedus War-dro 60 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 270 m/s
Endalc'h Taboulin 5 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Colt Paterson zo ur revolver poultr du un-ober ijinet e 1836 ha lakaet e gwerzh gant ar Stadunanad Samuel Colt. Ne oa ket ar revolver kentañ, met bodañ a rae evit ar wech kentañ perzhioù an armoù modern a seurt-se : un daboulin enni boledoù, poultr hag emorsoù, hag a droe pa veze stegnet ar c'hi.

Ar Colt Paterson a oa dezhañ un daboulin pemp tenn, kambret evit boledoù eus .28 da .36 meutad o c'halibr hervez ar stumm. Dre ma oa un-ober e blatinenn e ranked stegnañ e gi bewech a-raok tennañ evit armiñ anezhañ. N'en doa pontig ebet evit gwareziñ an draen ; homañ a oa kuzhet e framm an arm, ha mont a rae er-maez pa veze armet ar revolver hepken. Evit adkargañ an daboulin e ranked divontañ ar c'hanol a-drugarez d'un ostilh ispisial, hag a servije ivez da vourañ ar boled ouzh ar poultr er c'hambreier. Ouzphenn 2 kg e oa ar Colt Paterson. Eizhkornek e oa e ganol.

Ar Colt Paterson n'eo ket an arm kentañ dezhañ un daboulin hag a dro. Abaoe ar XVIvet kantved da nebeutañ e oa armoù-tro : pe gant taboulinoù da dreiñ gant an dorn, pe reoù meur a ganol dezhe, doare "pepperbox". An armoù-mañ a oa dezhe platinennoù-kailhastr, evel ar revolver breouet e 1818 gant Elisha Collier, un ijinour eus Bro-Saoz Nevez[1]. Samuel Colt, ur paotr yaouank neuze, a oa o veajiñ war vag e 1830, pa welas mont en-dro gwindask ar vatimant, hag ar wikefre a vire outañ da dreiñ pa oa stardet ar funoù warnañ[1]. Er bloavezhioù 1820 e voe ivez ijinet an emorsoù fulminat merkur ensoc'het e-barzh kapsulennoù bihan. En ur zistreiñ eus e veaj e 1831 e kenlabouras Samuel Colt gant Anton Chase, un armeurer eus Hartford (Connecticut) evit produiñ pimpatromoù ur revolver hag ur fuzuilh a vode tri ferzh : un daboulin hag a droe dre armiñ ar c'hi, stankadur an daboulin pa oa linennet ar gambr gant ar c'hanol, hag ur golo a-us d'an emorsoù evit ma ne darzhje ket an holl war un dro pa veze tennet.

Ur fuzuilh Colt Paterson (eil rummad, gant ul loc'henn-gargañ) en he boest

A-benn rastellat arc'hant evit produiñ an arm e reas Samuel Colt un droiad er Stadoù-Unanet etre 1832 ha 1835, en ur werzhañ gaz c'hoarzhin da arvesterien e abadennoù. E 1835 e vreouas gwikefre e armoù nevez e Londrez ha Pariz, hag heñvel e reas er Stadoù-Unanet pa zistroas di e 1836[2].

Evit produiñ an arm e savas er memes bloaz un embregerezh anvet Patent Arms Company, hag a oa e sez hag e uzin e Paterson (New Jersey). Ar stummoù kentañ o doa kudennoù linennañ ar c'hanol hag an daboulin, met gwellaet e voe an traoù tamm-ha-tamm. E 1839 e voe ouzhpennet ul loc'henn-gargañ war ar gwikefreoù, ha troc'hoù e framm an arm evit gellet adkargañ anezhañ hep rankout divontañ an daboulin penn-da-benn[3]. Karabinennoù gant ar memes gwikefre a voe produet gant Colt ivez. Ker a-walc'h e oa an armoù : 35$ evit ur revolver, hag etre 50 ha 55$ evit ur garabinenn. Ne voent ket gwerzhet mat, abalamour d'o friz ha d'an diouer a fiziañs e armoù nevez kredabl[2].

Ur revolver Colt Paterson en e voest, gantar binvioù evit kargañ ha naetaat anezhañ

War-dro 2.800 skouerenn eus an arm a voe produet betek 1842, pa reas freuz-stal ar Patent Arms Company. Ar stumm gwerzhetañ eus ar Colt Paterson a voe an n°5, kalibr .36, lesanvet Texas Paterson dre ma voe prenet kalz anezhe gant Rangers en Texas. 100 skouerenn a voe prenet gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet e 1841 evit an US Navy, ha 50 re all e 1845 evit an US Army. Implijet e voent en eil brezel a-enep ar Seminoled (1835-1842). Republik Texas a brenas 180 anezhe e 1839 evit e vorlu ivez[4].

Un nebeud armoù a voe savet e uzin Paterson goude freuzstal Colt. Anvet int bremañ "Ehlers Paterson"[3]. Unan eus implijerien ar revolverioù Colt Paterson e oa Samuel Hamilton Walker, kabiten en Texas Rangers. E 1846 e kenlabouras gant Samuel Colt evit sevel ar Colt Walker. Ar revolverioù Colt Dragoon, deveret anezhe, a reas berzh, ha Colt a grouas un embregerezh nevez evit produiñ anezho, anvet Colt's Manufacturing Company. Muioc'h a verzh a reas, ha bezañ zo c'hoazh anezhañ hiziv an deiz[2].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) WILSON R. L., The Paterson Colt Book, Strutz-LeVett Publishing, 2001, 362 p.
  1. 1 2 (en) CLAPP Wiley, Collier & Colt: The Origins of the Revolver, American Rifleman, 26/09/2020 (lennet d'an 02/06/2025)
  2. 1 2 3 (fr) Les premières armes de Samuel Colt, Les "Paterson", e LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, p. 47-55, 1975
  3. 1 2 (en) The First Colts, American Rifleman, 26/10/2022 (lennet d'an 02/06/2025)
  4. (en) Colt Paterson Revolver, The Armourer's Bench, 16/06/2018
  5. (en) Colt Paterson 1836, IMFDB (lennet d'an 02/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan