Colt M1877
| Colt Model 1877 | |
|---|---|
Ur revolver Colt M1877 Lightning | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver un-ober ha daou-ober |
| Munisionoù | .32 Long Colt (Rainmaker) .38 Long Colt (Lightning) .41 Long Colt (Thunderer) |
| Produer | Colt |
| Bloavezh krouidigezh | 1877 |
| Mare produiñ | 1877 - 1909 |
| Niver produet | 166.849 |
| Perzhioù teknikel Stumm Thunderer | |
| Mas | 0,680 kg |
| Hirder | 230 mm |
| Hirder ar c'hanol | 112 mm |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Colt Model 1877 a zo ur revolver produet etre 1877 ha 1909 gant an embregerezh stadunanat Colt. Gellet a rae bezañ kambret evit tri munision disheñvel : .32 Long Colt (anvet Rainmaker war-lerch gant gwerzherien), .38 Long Colt (Lightning) pe .41 Long Colt (Thunderer). Ar revolver kentañ dezhañ ur blatinenn daou-ober produet a-yoc'h e voe en Istor. Gellet a rae tennañ e mod un-ober ivez.
Pourveziet eo ar Colt M1877 gant un daboulin 6 tenn, ha gwerzhet e veze gant hirderioù kanolioù disheñvel eus 1½ da 7½ meutad. E wikefre oa brudet evit bezañ luzietoc'h evit hini revolverioù all eus ar memes mare, ha bresk e oa hervez tennerien zo. Abalamour da se e voe lesanvet gant lod Gunsmith's favorite ("Hini muiañ-karet an armeurer") er Stadoù-Unanet. Ouzhpenn 166.000 skouerenn anezhañ a voe produet[1].
Lakaet e voe er servij er Morlu stadunanat er c'halibr .41[2]. Implijet e voe gant rancherien, tud diwar ar maez ha torfedourien dreist-holl. Tennerien vrudet evel Doc Holliday, Billy the Kid pe John Wesley Hardin o dije graet gant Colt M1877[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur Colt M1877 hag ur Colt Single Action Army zo etre daouarn Doc Holliday (c'hoariet gant Val Kilmer) er film Tombstone (1993)[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) TFB Armorer's Bench: Commentary on The Colt 1877 Revolvers, The Firearm Blog, 23/10/2022 (lennet d'ar 01/07/2025)
- ↑ (fr) Colt New Double Action Lightning, Arme et Passion (lennet d'an 01/07/2025)
- ↑ (en) FITZPATRICK Brad, Fun Friday: The Making of "Tombstone", NRA Family, 17/06/2022 (lennet d'ar 01/07/2025)