Mont d’an endalc’had

Colt Dragoon

Eus Wikipedia
Colt Dragoon


Ur revolver Colt Dragoon pourveziet d'an U.S. Cavalry
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver
Mont en-dro Platinenn-skeiñ un-ober
Munisionoù Boledoù krommvegek .44 meutad
Produer Colt's Patent Firearms Manufacturing Company
Mare krouidigezh 1848-1850
Mare produiñ 1848-1860
Niver produet War-dro 18.500
Perzhioù teknikel
Mas 1,93 kg
Hirder 375 mm
Hirder ar c'hanol 190 mm

Hed-tenn efedus War-dro 70 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 259 ha 377 m/s hervez ar boled hag ar gargad poultr
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Colt Dragoon zo ur heuliad revolverioù un-ober ijinet e dibenn ar bloavezhioù 1840 gant Samuel Colt. Savet e oa bet evit ar marc'hegerezh. An armoù-mañ eo a roas lañs d'ar Colt's Manufacturing Company da vat er bloavezhioù 1850, pa c'hellas Samuel Colt lakaat sevel e uzin a-drugarez d'ar revolverioù Dragoon urzhiet gant an arme[1].

E 1847 en doa Samuel Colt ijinet ar revolver Colt Walker, asambles gant ar c'habiten marc'hegerezh Samuel Hamilton Walker. Ouzhpenn 1000 skouerenn anezhañ a voe produet, met siek e oa : re uhel e oa ar gargad poultr du a c'halled lakaat e pep hini eus kambroù e daboulin (war-dro 4 gram) ha techet e oa an arm da darzhañ. Divizet e voe neuze berraat kambroù an daboulin evit izelaat ar c'hementad a boultr enne. Diwar-se e voe krouet ar Colt Whitneyville-Hartford Dragoon, anvet Transition Walker ivez, hendad an Dragoon, a voe savet 240 skouerenn anezhañ e 1848[2]. Implijout a rae pezhioù eus ar Colt Walker, ha produet e oa c'hoazh e atalieroù Eli Whitney Jr. e Whitneyville, evel ar Walker.

Ur First Model Dragoon hag an engravadur ouzh e daboulin.

Goude un nebeud gwelladennoù e voe produet tri stumm eus an arm nevez, dezhe disheñvelderioù bihan war ar pontig hag an daboulin hepken [3]:

  • First Model Dragoon (produet e 1848-1849) : 7000 skouerenn ;
  • Second Model Dragoon (1850-1851) : 2700 skouerenn ;
  • Third Model Dragoon (1851-1861) : 10500 skouerenn.

Implijet e voe ar Colt Dragoon gant unvezioù a bep seurt en arme stadunanat betek ar Brezel Diabarzh da nebeutañ. Skouerennoù all, warne treset ur steredenn, a voe produet evit ar marc'had sivil saoz etre 1853 ha 1856 : un daou c'hant bennak anezhe a voe adkaset da uzin Colt e Hartford e 1861 evit souten an Unaniezh da vare ar Brezel Diabarzh[2].

Ur pempvet doare Dragoon, anvet US Walker Replacement Dragoon, a voe produet 300 skouerenn anezhañ e 1847-1848 evit kemer plas ar Colt Walker a oa tarzhet o zaboulin pe o c'hanol. Kopiennoù eus ar Colt Dragoon a vez produet gant an embregerezh italian Uberti hiziv an deiz[3].

Ar Colt Dragoon a oa dezhe ur c'hanol 190 mm (7,5 meutad) hag un daboulin 6 kambr, hag a c'halle degemer 6 boled krommvegek kalibr .44 hag o c'hargad poultr du. Ur blatinenn-skeiñ un-ober a oa dezhañ. War daboulin skouerennoù 'zo e oa engravet tresadenn un emgann etre soudarded an Texas Rangers hag Indianed. E framm a oa e dir hag e laton, hag e zornikell e koad-kraoñ[1].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) SERVEN James, Colt Dragoon Pistols: A Saga Of The Six-Shooter And The Trails It Blazed, Kessinger Publishing, 2010, 60 p., ISBN 978-1163184530
  1. 1 2 (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 88-89
  2. 1 2 (en) KOLANDER Joel R., Colt Dragoon: History and Variations, Rock Island Auction (lennet d'an 18/07/2025)
  3. 1 2 (fr) BIANCHI Didier, Dragoon de Uberti en cal. 44, Cibles n°659, miz Mae 2025, pp. 81-85
  4. (en) Colt Dragoon, IMFDB (lennet d'an 18/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan