Mont d’an endalc’had

Coffeyville

Eus Wikipedia
Savadur ar Calvary Baptist Church e Coffeyville.

Coffeyville zo ur ur gêr e su kontelezh Montgomery, e Kansas (Stadoù-Unanet Amerika). 8 826 annezad a oa e 2020[1]. War ribl ar stêr Verdigris emañ.

Savet e voe al lec'h e 1869 gant ar c'horonal James A. Coffey. D'ar poent-se e oa war harzoù an Tiriad Indian.

D'ar 5 a viz Here 1892, pevar ezel eus gang ar vreudeur Dalton, Bob ha Grat Dalton en o zouez, a voe lazhet en ur glask laerezh daou di-bank e Coffeyville. Emmett Dalton a voe gloazet ha paket er memes tagadenn[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) Coffeyville city, Kansas, United States Census Bureau (lennet d'ar 05/10/2026)
  2. ↑ (en) The Dalton Gang is wiped out in Coffeyville, Kansas, History, 31/01/2025 (lennet d'ar 06/10/2026)