Cody (Wyoming)

Cody zo ur gêr e reter Wyoming, er Stadoù-Unanet. 10.028 annezad he doa e 2020.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar gêr e 1896 gant William Frederick Cody, brudetoc'h dindan e anv Buffalo Bill. Dibabet en doa al lec'h evit staliañ eno e arvest, ar Buffalo Bill's Wild West, en ur mod padus.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rodeoioù brudet er Stadoù-Unanet a dremen e Cody : abadennoù Cody Nite Rodeo a vez aozet bemnoz eno e miz Gouere hag e miz Eost. Ur rodeo ispisial, ar Cody Stampede Rodeo, a vez graet bep bloaz war-dro ar 4 a viz Gouere[1]. Lesanvet eo ar gêr Rodeo Capital of the World ("Kêr-benn vedel ar rodeo")[2].
An Irma Hotel, ul leti bet digoret e 1902 gant Buffalo Bill hag anvet diwar anv he merc'h, zo war ar Sheridan Avenue, bali nes ar gêr[3].
E Cody emañ ar Buffalo Bill Museum, ur mirdi diwar-benn ar Far West hag an Trec'h war ar C'hornôg. Ur mirdi all, ar Plains Indian Museum, zo gouestlet da sevenadur hag istor Amerindianed ar Plaenennoù Bras. Ar Cody Firearms Museum zo ur mirdi all c'hoazh, brudet er bed evit e zastumadeg armoù-tan. Meret int gant ar Buffalo Bill Center of the West[4].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) About, Cody Stampede Rodeo (lennet d'an 10/12/2025)
- ↑ (en) Cody, Wyoming: Western Heritage at its Finest, Visit USA Parks (lennet d'an 10/12/2025)
- ↑ (en) Irma Hotel (lennet d'an 10/12/2025)
- ↑ (en) Our Museums, Buffalo Bill Center of the West (lennet d'an 10/12/2025)