Mont d’an endalc’had

Coalición Galega

Eus Wikipedia


Logotipo

Coalición Galega ("Kengevred c'halizek") a zo ur strollad kreizour galizek enteuzet er gengevred Terra Galega ("Tir Galiza") abaoe ar 4 a viz Kerzu 2005.

Krouet e oa bet da geñver ar mouezhiadegoù lec'hel e 1983 dre gentrollañ meur a strollad galizek savet pa'c'h eas da get Unión de Centro Democrático ("UCD, "Unvaniezh ar C'hreiz Demokratel") da heul disoc'hoù fall mouezhiadegoù ar Stad e 1982, en o zouez Partido Galego Independente, Centristas de Ourense, Converxencia de Independentes de Galicia, mui strolladoù galizegour all, dreist-holl ar Partido Galeguista ("Strollad Galizegour").

Dre ma oa aet gante disoc'hoù mat er mouezhiadegoù (125.000 vot en holl) e oa bet divizet treuzfeurmiñ ar gengevred en ur strollad politikel broadelour habaskterour ha kreizour e 1984.

Dindan ren Pablo González Mariñas ha gant souten Convergència i Unió (CiU) e oa bet tapet gante 163.425 vot (13%) da geñver ar mouezhiadegoù evit Parlamant Galiza e 1985.

Div rann a oa e diabarzh ar strollad: diouzh un tu ar re a felle dezhe tizhout un emglev gant an tu-kleiz, ha diouzh an tu all ar re a save a-du gant souten an tu-dehoù. Gant an eil re ec'h eas ar maout hag a-drugarez dezhe e oa bet gallet lakaet da Xerardo Fernández Albor da brezidant Gouarnamant Galiza.

Da geñver mouezhiadegoù ar Stad e 1986 e oa bet tapet gante un dileuriad, Senén Bernárdez, anezhañ kentañ dilueuriad broadelour e Parlamant Spagn abaoe diwezh an II Republik.

E miz Genver 1987 e kuitaas ar strollad an izili broadelourañ ha araogourañ ha gant Pablo González Mariñas ha Xosé Henrique Rodríguez Peña e savjont Partido Nacionalista Galego (PNG, "Strollad Broadelour Galiza").

Da geñver ar mouezhiadegoù lec'hel e 1987 e savas CG ul listenn unvan a-gevret gant Coalición Progresista Galega ("Kengevred Araogour Galiza"), ar Partido Demócrata Popular ("Strollad Demokratel Poblel") hag ar Partido Liberal ("Strollad Frankizour"), aet gante 11.07% eus ar votoù ha tapet e 607 kuzulier e tiez-kêr dre ar vro.

Goude ma'c'h eas kuit Xosé Luís Barreiro eus Partido Popular de Galicia e miz Gwengolo 1987 e kemeras perzh Coalición Galega e Gouarnamant Galiza dindan ren Fernando González Laxe.

War digresk-trumm ec'h eas an niver a vouezhioù bet tapet gante avat da geñver ar mouezhiadegoù evit Parlamant Galiza dalc'het e 1989 (48.208 vot pe 3,6%) ha tapet gant daou dileuriad nemetken. Koll a reas ar Strollad an holl dileuridi er parlamant e 1993 (6.098 vot, 0,42%).

Hiziv eo José Domingo Posada González prezidant Coalición Galega ha Fernando Alonso Lorenzo ar sekretour-meur.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel Coalición Galega