Mont d’an endalc’had

Cleopatra (strollad)

Eus Wikipedia
Cleopatra
Alias Cleopatra and the attractions, Cleopatra ZYC
Bro orin Manchester (Rouantelezh-Unanet)
Doare(où) R&B a-vremañ, sonerezh pop
Bloavezhioù oberiant 1998 - 2023
Label(ioù) WEA - Maverick

Izili Cleo Higgins, Yonah Higgins, Zainam Higgins

Cleopatra a oa ur strollad sonerezed saoz, ennañ ar c'hoarezed Cleo, Zainam ha Yonah Higgins. O c'hanaouenn gentañ, Cleopatra's Theme, a zo aet e-barzh ar UK Singles Chart en niverenn 3, hag er Billboard Hot 100 en niverenn 26. Diazezet e oa ar strollad merc'hed e Manchester, e Bro-Saoz, da gentañ. Da gentañ e oant anavezet evel Cleopatra and the attractions ("Kleopatra hag an diduañsoù"). D'ar mare-se e oa Cleo ar ganerez pennañ, Yonah ha Zainam o servijout evel kanerezed ha dañserezed skoazell. Dilezel a rejont an anv-se diwezhatoc'h ha dont a rejont da vezañ anavezet evel ar strollad Cleopatra. O c'hanaouenn gentañ e oa Cleopatra's Theme, a oa bet tennet eus o fladenn gentañ Comin' Atcha!, hag a oa aet e-barzh renkadur ar c'hanaouennoù er Rouantelezh-Unanet en niverenn 3 ha reiñ dezho o fladenn gentañ e-touez ar 5 gwellañ[1].

  1. (en) David Roberts (2006). British Hit Singles & Albums (19th ed.). Londrez : Guinness World Records Limited. p. 110. ISBN 1-904994-10-5.