Mont d’an endalc’had

Claudia (vestalenn)

Eus Wikipedia
Poltred enlivet gant Robinet Testard e De mulieribus claris (Giovanni Boccaccio, XVvet kantved)
Prosesion trec'h Claudia hag he zad, 1593–1597, Jan van der Straet, miret er Rijksmuseum (Amsterdam)

Claudia Pulcra, anvet Claudia Pulcra maggiore (Claudia Pulcra an Henañ) (IIvet kantved kent JK – IIvet kantved kent JK) a oa ur vestalenn roman, merc'h da Appio Claudio Pulcro hag a veze dalc'het soñj anezhi evel ur skouer a zoujañs ur verc'h evit he zad.

Pa zistroas da Roma goude un trec'h kalet a-enep ar Salassed, e voe nac'het un trec'h da Appio Claudio Pulcro. An trec'h (trimphus e latin) e oa an enor uhelañ a veze roet e Roma gozh gant ul lid bras d'ar jeneral en doa tizhet un trec'h a bouez. Divizout a reas neuze aozañ unan diwar e goust. An diviz-se a lakaas ar blebeianed da fuloriñ. E Roma gozh, plebeianed a oa keodedourien roman o tont eus ar rummad plebeiz (e latin plebs, plebis), disheñvel diouzh ar batrisianed. Ha setu, ar blebeianed a glaskas tennañ anezhañ dre nerzh eus ar c'harr trec'h. Met e verc'h Claudia a gemeras perzh. Evel ur vestalenn e oa doujet gant an dud, ne gredent ket lakaat o zaouarrn warni. Claudia a heulias he zad gant he gwarez, betek Menez ar C'hapitol[1].

Giovanni Boccaccio a zeskriv anezhi e De mulieribus claris evel ur skouer vurzhudus eus devosion ur verc'h e-keñver he zad.

  1. ↑ (it) Cicerone, 56 kent JK, Pro Caelio, 14