Claudette Colvin

Eus Wikipedia
Claudette Colvin (20/04/1953)

Claudette Colvin, ganet d'ar 5 a viz Gwengolo 1939 e Montgomery, Alabama, a oa ur stourmerez evit ar gwirioù keodedel en Alabama hag e SUA

Karr ebet n'o doa he zud ha war he zroad ec'h ae d'ar skol. D'an 2 a viz Meurzh 1955, ha hi en he 15 vloaz, e savas er bus, e Montgomery, da zistreiñ eus ar skol d'ar gêr, dirak ar memes arsavlec'h evel Rosa Parks un toullad mizioù goude, ha mont da azezañ. Ha setu pevar den gwenn o sevel e-barzh. Hag ar bleiner kenkent da c'hourc'hemenn dezhi ha da dri den du all da sevel.

Dre ma nac'has Claudette leuskel he sez er bus gant un den gwenn, kontrol d'al lezennoù a embanne an disrann gouennoù e karbedoù foran, e voe skouarnataet, bountet er-maez gant poliserien, ha harzet. Lavarout a reas Claudette Colvin ne oa ket bet doujet d'he gwirioù. Bac'het e voe, ha tamallet dezhi bezañ kunujennet ar boliserien.

Nav miz goude, d'ar 1añ a viz Kerzu 1955, eo Rosa Parks a voe harzet dre m'he devoa graet kemend-all.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]