Clamart
Neuz

Clamart zo ur gumun e departamant Hauts-de-Seine, e mervent Pariz, e Bro-C'hall. 58.576 annezad a oa e 2023.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Petit-Clamart, war dakad ar gumun, e klaskas stourmerien a-du gant Aljeria c'hall lazhañ ar Jeneral de Gaulle, d'an 22 a viz Eost 1962. Er gumun emañ Ospital Kelenn an Armeoù Percy : eno ez eus marvet tud vrudet evel Yasser Arafat, Pierre Mauroy ha Pierre Schoendoerffer.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Bazaine (1904-2001), livour ha skrivagner
- Marcel Carné (1906-1996), sevenour, marvet eno
- Michel Phlipponneau (1921-2008), politikour
- Pierre Schoendoerffer (1928-2012), soudard, sevener ha skrivagner, marvet eno
- Yasser Arafat (1929-2004), politikour palestinat, marvet eno
- Aurélie Jean (1982-), stlennegourez
- Hatem Ben Arfa (1987-), melldroader
- Gabriel Attal (1989-), politikour
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn ofisiel