Claire Bretécher
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Claire Bretécher |
| Anv ganedigezh | Claire Marie Anne Bretécher |
| Anv-bihan | Claire, Marie, Anne |
| Anv-familh | Bretécher |
| Deiziad ganedigezh | 17 Ebr 1940 |
| Lec'h ganedigezh | Naoned |
| Deiziad ar marv | 11 C'hwe 2020 |
| Lec'h ar marv | 10ᵗʰ arrondissement of Paris |
| Deiziad douarañ pe deviñ | 15 C'hwe 2020 |
| Lec'h douaridigezh | bered Montmartre |
| Pried | Guy Carcassonne, Bertrand Poirot-Delpech |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | aozer bannoù-treset |
| Implijer | Le Nouvel Obs, L'Écho des savanes, Spirou |
| Bet war ar studi e | Nantes School of Art, Skol-Veur Naoned |
| Oberenn heverk | Les Frustrés, Agrippine, Q2944102 |
| Prizioù resevet | Grand prix de la ville d'Angoulême, Max und Moritz award, Adamson Awards |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

Claire Marie Anne Bretécher (Naoned, 17 a viz Ebrel 1940 - Pariz, 11 a viz C'hwevrer 2020) a oa un dresourez hag ur senarioerez bannoù-treset.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1963 e krogas gant ar vicher dre genlabourat gant René Goscinny. Etre 1965 ha 1966 e labouras evit ar gazetenn Tintin. Adalek 1969 e labouras evit ar gelaouenn Pilote, ma krouas an dudenn anvet Cellulite.
Etre 1969 ha 1971 e labouras evit ar gelaouenn Spirou. D'ar mare-se e kemmas he doare da dresañ, a droas da zamheñvel ouzh hini Reiser.
E 1972 e krouas l'Écho des savanes asambles gant Marcel Gotlib ha Mandryka. Perzh a gemeras ivez en ur gazetenn ekologour miziek anvet Le Sauvage. Adalek 1973 e krogas da labourat evit ar gelaouenn Le Nouvel Observateur. E 1981 e paouezas da genlabourat ganti, met er gelaouenn-se e voe embannet he bannoù_treset en-dro e-pad an hañv 2008.
Al lodenn vrasañ eus hec'h albomoù he deus lakaet embann hec'h-unan.
Ar prederour Roland Barthes (1915-1980) he lakaas da wellañ sokiologourez ar bloaz e 1976[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cellulite
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Les Frustrés
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Agrippine
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-maez dastumad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| style="padding-left:30px;" |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Actua BD, 14 Kzu 2015
- ↑ 5 rummad 4 fajennad bet embannet e-barzh Le Trombone illustré.