Mont d’an endalc’had

Chutzpah

Eus Wikipedia

Chutzpah (distaget: [ˈhʊtspə] pe ['xʊtspə]) zo ur ger yidek a dalvez da zeskrivañ an herder, koulz war e du fall hag e du mat.

Eus an hebraeg חֻצְפָּה hutspa'  herder ,  hardison ,  divergontiz  e teu ar ger.
En hebraeg ez arverer hutspah da zeskrivañ un den rok a zo aet dreist bevennoù an dereadegezh.

An hevelep ster zo e yideg, gant un adster a zic'hratadur ha kondaonidigezh en abeg da emzalc'h an den.
Ur fentigell glasel zo e metoù ar Yuzevien da dermeniñ ster resis chutzpah : emzalc'h un den a c'houlenn amzeviadoù skañvaus digant al lez-varn peogwir ez eus un emzivad anezhañ goude bezañ lazhet e dad hag e vamm[1]. Ur fentigell all zo, pa ya ur vaouez da ziskuliañ he gwaz en abeg ma toug un arm berzet. . . goude bezañ plantet ur gontell en e gein.
Klokaat a c'haller ster chutzpah neuze dre zeskrivañ un den na anzav morse e giriegezh daoust d'an tremen bezañ anat, hag a lez an dud all dilavar dirak kement a hardison ken digredus, pa ne ziskouez an den hini ebet eus perzhioù denel evel an onestiz, ar gablusted, ar broud-koustiañs, ar c'hefaeziñ hag an emskiant.

  1. Leo Rosten (1994), Les joies du yiddish, Calmann-Lévy, ISBN 978-2-7021-2262-4 (fr)