Mont d’an endalc’had

Christine Bro-C'hall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Christine de France)
Poltredet e 1633

Christine Bro-C'hall ( e galleg Christine de France), anvet Chrestienne a-wechoù, Cristina di Borbone en italianeg, ganet e Pariz e 1606, ha marvet e Torino e 1663, a oa ur briñsez c'hall, a zeuas da vout dugez Savoia, ha rejantez an dugelezh goude marv he fried.

Merc'h e oa da Herri IV, roue Bro-C'hall, ha d'e eil pried Maria de' Medici.

Dimezet e voe da Vittorio Amedeo Iañ, dug Savoia d'an 10 a viz C'hwevrer 1619.

Rejantez an dugelezh e voe e-pad dek vloaz, adal 1637 betek 1647. Kas a reas an heskinerezh ouzh feizidi Valdo e 1645.

Dimezet e oa da Christine de France (Maria Cristina di Borbone-Francia en italianeg) (1606-1663), ur verc'h d'ar roue gall Herri IV (Bro-C'hall), ha c'hoar d'ar roue Loeiz XIII, rejantez an dugelezh adal 1637 betek 1663. C'hwec'h bugel o doe :