Christian Michelsen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Christian Michelsen

Peter Christian Hersleb Kjerschow Michelsen, ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1857 e Bergen ha marvet d'an 29 a viz Mezheven1925, a oa penn-bras ur gompagnunezh listri eus Norvegia ha politiker. Kentañ Ministr Norvegia e voe eus 1905 da 1907, an hini kentañ pa zeuas ar vro da vezañ dizalc'h.

Anavezet eo Christian Michelsen evel an hini en deus lakaet fin d'an unaniezh etre Norvegia ha Sveden e 1905. E-pad ur pennad e voe maer Bergen, a-raok mont da vinistr e 1903 ha da Gentañ Ministr e miz Meurzh 1905. Daoust ma oa a-du gant ur republik e Norvegia, e asantas e vije anvet ur roue e penn ar vro, evit ma c'hallfe en em zistagañ diouzh Sveden. Ur priñs danat a voe choazet ha dont a reas da vezañ roue Norvegia gant an anv Haakon VII.