Mont d’an endalc’had

Christian Estrosi

Eus Wikipedia
Christian Estrosi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChristian Estrosi Kemmañ
Anv-bihanChristian Kemmañ
Anv-familhEstrosi Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gouere 1955 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNisa Kemmañ
PriedLaura Tenoudji, Dominique Estrosi Sassone Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, motorcycle racer, ministr, Q97768463, maer Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelUnvaniezh evit ul Luskad Poblel, Rally for the Republic, Les Républicains, Horizons, La France Audacieuse Kemmañ
KleñvedCOVID-19 Kemmañ
Sportmotorcycle sport Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.christian-estrosi.com/ Kemmañ

Christian Estrosi, ganet d'ar 1añ a viz Gouhere 1955 e Nisa, zo ur politikour gall bet sportour war varc'h-tan.

Bet eo prezidant Kuzul departamant Alpoù-an-Arvor, ezel eus meur a c'houarnamant, kannad evit Alpoù-an-Arvor, prezidant kuzul rannvroel Provence-Alpes-Côte d'Azur etre 2015 ha 2017, prezidant metropolenn Nisa Côte d'Azur abaoe 2012 ha maer Nisa eus 2008 betek 2016 hag adarre adalek 2017.

Ezel eo bet eus strolladoù politikel lies evel an RPR, an UMP goude-se an LR, en doa kuitaet e 2021, goude bezañ roet lañs d'ar strollad La France audacieuse ha kinniget tostaat ouzh La République en Marche! eus ar prezidant Emmanuel Macron. D'ar 16 a viz Gwengolo 2022, eo deuet da vezañ besprezidant ar strollad Horizons.

Afer ar penn moc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 27 a viz Meurzh 2026 e oa bet plantet ur penn moc'h gant skridoù enepyuzev war ti Christian Estrosi [1]. Estrosi a oa bet o tamall d'an tu dehoù pellañ bezañ sevenet an taol. E kenarroud an dilennadegoù kêr, emañ o keveziñ a-enep Éric Ciotti eus an Union des droites pour la République (UDR) hag a zo kevredet gant ar Rassemblement National[2]. Daou zen genidik eus Tunizia zo bet harzet hag a vo da vezañ barnet [3]. Diskred a zo war lod eus izili kampagn Estrosi e vije bet savet an taol ganto [4][5].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]