Chris Pratt
|
Chris Pratt | |
| Ganedigezh | 21 a viz Mezheven 1979 Virginia |
|---|---|
| Broadelezh | stadunanat |
| Micher(ioù) | aktour |
| Filmoù brudet | Guardians of the Galaxy |
Christopher Michael Pratt, ganet d'an 21 a viz Even 1979, zo un aktour ha produer filmoù stadunanat. Ar filmoù m'eo an aktour penn o deus rastellet ouzhpenn 14,1 miliard $ dre ar bed, ar pezh a ra eus outañ unan eus aktourien spletusañ eus istor ar sinema. Pratt a zo bet alies war listenn an aktourien paeet ar gwellañ etre 2015 ha 2017, o c'hoari alies e frañchizoù dreistbrudet ha filmoù gant budjedoù uhel.
Ganet eo e kêr Virginia, Minnesota. Pratt a zo kroget da vezañ aktour e rolloù bihan a-raok kaout ur roll brasoc'h er stirad skinwel drama Everwood (2002–2006). Ar roll a zegasas brud dezhañ a oa bet hini Andy Dwyer er sitcom war NBC, Parks and Recreation (2009–2015). Pratt a zo bet brudet dre ar bed gant e roll penn eus Star-Lord er frañchiz filmoù Guardians of the Galaxy. Gwelet eo bet er filmoù dreistharozel eus Guardians of the Galaxy (2014) betek Guardians of the Galaxy Vol. 3 (2023). Adkemeret en devoa ar roll e filmoù all eus hollved sinema Marvel, evel en Avengers: Infinity War (2018) ha Thor: Love and Thunder (2022).
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pratt a zo ur c'hredour don er gristeniezh.
Charlie Kirk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude muntr Charlie Kirk, ur stourmer trumpour mirour e-kerzh ur gaozeadenn gant studierien, en doa embannet Pratt war ar rouedad sokial X e oa o pediñ evit ar familh Kirk[1]. Taget eo bet garv war ar rouedadoù sokial, betek ma c'houlennfe tud e vefe lakaet a-gostez eus greanterezh Hollywood[2].
