Choi Eun-hee
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Korea ar Su |
| Anv e yezh-vamm an den | 최은희 |
| Anv ganedigezh | 최경순 |
| Anv-bihan | Eun-hui |
| Anv-familh | Choi |
| Revised Romanization | Choe Eun-Hui |
| Deiziad ganedigezh | 20 Du 1926 |
| Lec'h ganedigezh | Gwangju |
| Deiziad ar marv | 16 Ebr 2018 |
| Lec'h ar marv | Gangseo-gu |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | kidney failure |
| Pried | Shin Sang-ok, Shin Sang-ok |
| Yezh vamm | koreaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | koreaneg, japaneg, saozneg |
| Bet war ar studi e | Bosung Girls' High School |
| Deroù ar prantad labour | 1947 |
| Dibenn ar prantad labour | 2006 |
| Tachenn | trot |
| Darvoud-alc'hwez | North Korean abductions of South Koreans |
| Prizioù resevet | Grand Bell Awards |
Choi Eun-hee (1926-2018) zo un aktourez korean. E 1947 e reas he film kentañ. Buan e voe brudet bras. Ren a reas ar Shin Film company gant he fried, ar rener-filmoù Shin Sang-ok.
E 1978 e tibriedas Choi ha Shin. O-daou e voent skrapet gant diktatour Norzhkorea, Kim Jong-il. Hennezh a felle dezhañ lakaat Shin da labourat evitañ, da ober filmoù da vrudañ e c'halloud, ha da lakaat Choi c'hoari er filmoù.
Ur pennadig goude plegañ d'an diktatour e voent addimezet. E 1986 e rejont ur veaj ofisiel da Vienna, hag e tec'hjont da gannati SUA ma c'houlennjont repu politikel.
Choi a reas 81 film. Evit ar film Sogum e voe anvet da aktourez wellañ e 14vet Festival Etrevroadel Filmoù Moskou en 1985. Gant Shin e kenskrivas o eñvorennoù eus o bloavezhioù e Pyongyang. Shin a skrivas ivez e emvuhezskrid ur pennadig a-raok e varv.
E 2015 e voe embannet A Kim Jong-Il Production: The Extraordinary True Story of a Kidnapped Filmmaker, hec'h emvuhezskrid e saozneg.
