Mont d’an endalc’had

Chimamanda Ngozi Adichie

Eus Wikipedia

Chimamanda Ngozi Adichie, ganet d'ar 15 a viz Kerzu 1977 en Enugu, zo ur skrivagnerez nigerian eus Abba e Stad Anambra, e gevred Nigeria. Meur a briz akademek ha lennegel he deus bet, hag anavezet eo ivez evel stourmerez ha skrivagnerez evit ar merc'hed[1].

Chimamanda Ngozi Adichie
Chimamanda Ngozi Adichie
Obererezh skrivagnerez
Ganedigezh 15 a viz Gwengolo 1977 (48 bloaz)
Enuggu, stad Enugu, Nigeria
Yezh skrivañ Saozneg (yezh skrivañ)
Oberennoù pennañ
- Purple Hibiscus (2003)

- Half of a yellow sun (2006)

- Americanah (2013)

- We Should All Be Feminist (2012)

- Dear ijeawele (2017)

Labour ha prizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1997 da 2014

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet he deus un dastumad barzhonegoù e 1997 (Decisions) hag ur pezh-c'hoari e 1998 (For love of Biafra). Dibabet e oa bet evit Priz Caine[2] evit he danevell You in America[3] hag he danevell That Harmattan Morning a c'hounezas Priz BBC World Service Short Story Award.[4]

Kregiñ a reas evit gwir gant he micher lennegel gant embannadur Purple Hibiscus e 2003. Anvet e voe he romant evit ar Baileys Women's Prize for Fiction e 2004[5] hag e giz al levr wellañ e Commonwealth Writers' Prize e 2005.[6]

He eil romant, Half of a Yellow Sun, embannet e 2006, a c'hounezas Orange Prize for Fiction e 2007[7] ha Priz Levrioù Anisfield-Wolf.[8] Adkempennet e oa bet ar romant er sinema e 2014, sevenet gant Biyi Bandele, gant Chiwetel Ejiofor ha Thandie Newton.[9]

En he zrede levr, an dastumad danevelloù The Thing Around Your Neck, embannet e miz Ebrel 2009, e kaver an danevell The Matchmakers.

E 2010 e voe lakaet e-touez "20 skrivagner dindan 40 vloaz da sellet" gant The New Yorker.

E 2013 e voe embannet he fevare levr, ur romant anvet Americanah. Titl ar romant a denn d'ar mod a anver an Nigerianed divroet a zistro eus ar Stadoù-Unanet.[26][27] Dibabet e oa bet gant The New York Times evel unan eus "10 levr gwellañ 2013."[28] Lupita Nyong'o he deus prenet gwirioù ar romant evit sevel ur film ma c'hoarife an dudenn bennañ e-kichen Brad Pitt.[26] Enni e teskriv Chimamanda Ngozi Adichie kudennoù ar gouennelouriezh hag ar vestroniezh gant fent flemmus.

Eus 2014 da 2026

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn hec’h emouestl benelour, Chimamanda Ngozi Adichie a lavaras en un atersadenn e 2014 : "Evidon on ur gonterez, met ne vefen ket direnket ma vefen gwelet gant unan bennak evel ur skrivagnerez venelour... Benelourez-tre on er mod ma sellan ouzh ar bed, hag en un doare bennak e rank ar sell-se ouzh ar bed bezañ ul lodenn eus ma labour".

El levr Dear Ijeawele, embannet e 2017[10], e kinnig Chimamanda Ngozi Adichie ur c'helenn benelour e 15 poent a ranker reiñ adalek an oad yaouankañ.[11][12] Brudet eo deuet an dornlevr-mañ da vezañ abaoe, ha troet eo bet e tost da 20 yezh. Beyoncé he deus implijet anezhañ en he c'hanaouenn Flawless, hag ar merk Dior en deus skrivet an titl war t-shirtoù.[13][14]

D'an 11 a viz Mae 2017 e voe dilennet da Akademiezh Amerikan an Arzoù hag ar Skiantoù, unan eus an enorioù speredel uhelañ er Stadoù-Unanet[15]. Eno e resevas un doktorelezh enorus war al lizhiri denel. Er memes bloavezh e voe anvet gant ar gelaouenn Fortune e-touez ar 50 penn bras eus ar bed[16].

E 2020 e oa bet renket gant ar gelaouenn Jeune Afrique er 51añ plas e-touez an Afrikaned pouezusañ[17]. Krouiñ a ra ivez Chimamanda he chadenn YouTube, lec'h e rann he soñjoù war ar benelouriezh, ar sevenadur ha kudennoù sokial all.

D'an 28 a viz Ebrel 2022 e voe anvet da doktorez a-enor e skol-veur katolik Lovain-an-Nevez (Belgia)[39] ha d'ar 25 a viz Meurzh 2025 da doktorez a-enor e skol-veur Sorbonne[40]. Dek vloaz goude berzh hollek Americanah en deus Adichie skrivet ur romant nevez, Dream Count.

D'ar 5 a viz C'hwevrer 2025 e voe embannet Adichie evel ezel eus komite aozañ ar Met Gala 2025, e-kichen tud brudet all eus evel Usher, Doechii ha Janelle Monáe.

Emgouestloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Video diavaez Video ar brezegenn Rankout a reomp holl bezañ gwregelour [arc'hwel] Chimamanda Ngozi Adichie a implij he brud evit kemer savboentoù engouestlet war temoù evel ar venelouriezh, ar reizhouriezh hag ar ouennelouriezh[42].

Chimamanda Ngozi Adichie war ur gelaouenn e 2014

Reiñ a reas ur brezegenn TED embannet enlinenn e 2009 hag anvet The Danger of a Single Story. An destenn-mañ a laka da soñjal e levezon an istorioù hag an doareoù danevellañ war ar mekanikoù mestroniañ sevenadurel, sokial, gouennel, ekonomikel ha politikel, ma vez an istorioù-se unvan pe ma teuont eus ul lodenn eus ar gevredigezh pe eus ar bed hepken, o tont evel-se evel un “istor hepken”. Met pouezañ a ra ivez war galloud an istorioù, istorioù all, o tont eus a bep seurt lec'hioù ha tud, evit enebiñ ouzh an istor nemetañ-se, dre reiñ deomp an tu da gaout ur sell klokoc'h ha deneloc'h eus ar bed[43].

Chimamanda Ngozi Adichie a laka ar gaoz war ar fed m'eo gwriziennet ar reizhded er vugaleaj, o lakaat war wel perzh pennañ ar c'helenn en he c'henderc'hañ. Evit displegañ he soñj e rann an aozer un istor personel.

D'an oad a nav bloaz e embannas ar gelennerez en he skol e teuje ar skoliad gant ar poent uhelañ da vezañ penn ar c'hlas. Daoust ma oa bet tapet ar notenn uhelañ gant Adichie e oa bet dibabet ur paotr gant ar c'helenner e-lec'h, o lavarout e oa ar roll d'ur paotr dre ret, daoust ma ne oa ket dedennet ar paotr gant ar garg. An darvoud-se en deus lezet un efed padus war ar skrivagnerez, o tiskouez levezon ar stereotipoù reizhel bet lakaet e-barzh adalek ma oa yaouank.[2] Dont a ra war wel e pladenn Beyoncé Flawless e 2013, a ginnig ul lodenn eus he frezegenn TED (We Should All Be Feminist), a oa bet kinniget en ur c'hendalc'h TEDx e miz Du 2012.[44]

E 2014, Chimamanda Ngozi Adichie a lavaras en un atersadenn gant NPR e oa "un dra vat-kenañ kement tra a laka ar re yaouank da gomz diwar-benn ar venelouriezh."[45]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Le féminisme rayonnant de Chimamanda Ngozi Adichie », Le Monde,‎ 22 février 2016
  2. en) « The Caine Prize for African Writing », war caineprize.com
  3. en) Discovering Home, Jacana Media, 2003,
  4. (en) « Competition | BBC Wa short story, in English, between 1800 and 2100 words long. orld Service », war www.bbc.co.uk
  5. « Bailey's Women Prize for Fiction 2004  »
  6. « Prize winning author Chimamanda Ngozi Adichie to speak at Commonwealth Lecture | The Commonwealth », war thecommonwealth.org
  7. Nigel Reynolds, « Nigerian author wins top literary prize », The Daily Telegraph,‎ 7 a viz Even 2007
  8. «Half of a yellow sun  », Anisfield-Wolf Book Awards,‎ 2007
  9. Biyi Bandele, Thandie Newton hag Anika Noni Rose, Half of a yellow sun , 16 a viz mae 2014
  10. « Le féminisme selon Chimamanda Ngozi Adichie», DIACRITIK,‎ 7 a viz Even 2018
  11. Cécile Daumas, « Adichie, icône qui compte », Libération.fr,‎ 7 a viz meurzh 2017
  12. « Chère Ijeawele » : pourquoi faut-il (re)lire le manifeste féministe de Chimamanda Ngozi Adichie en 2018 », war The Conversation, 18 a viz Genver 2018
  13. Valérie Marin la Meslée, « Un féminisme universel et joyeux », Le Point,‎ mae 2018
  14. « [Classement] Artistes, intellectuels ou sportifs… Ces Africains qui sont entrés dans l’Histoire (3/3) – Jeune Afrique », war JeuneAfrique.com, 12 a viz eost 2020
  15. « Press Releases - American Academy of Arts & Sciences », war www.amacad.org
  16. University Communications, « Stacey Abrams to Kickoff American University’s Commencement 2019 Ceremonies », war American University, 3 a viz ebrel 2019
  17. « Les 100 Africains les plus influents », Jeune Afrique, niv 3091,‎ eost 2020, p. 36 (ISSN 1950-1285).