Mont d’an endalc’had

Cheyened

Eus Wikipedia
Cheyened
Wolf Robe
Poblañs klok

22 970

Broioù e lec'h ma vezont kavet
Flag of Stadoù Unanet Amerika Stadoù Unanet Amerika
Yezhoù
Cheyeneg
Relijionoù
Relijionoù an Amerindianed (en)

Ur vroad amerindian eus ar Plaenennoù Bras eo ar Cheyened. Unan eus meuriadoù ar Plaenennoù int. En o yezh orin e vez graet “ Tsitsistas " pe " Sutai " eus outo, dre m'emañ savet o broad diwar unaniezh daou veuriad, an Tsitsistas hag ar Sotaae'o. Dont a ra o anv "Cheyened" eus ar Sioued. Ar re-se a reas Shā hī' yē na eus outo, ar pezh a dalvez « ar re a gomz ur yezh estren ».

E penn-kentañ an XIXvet kantved, ar meuriad a zisrannas e daou strollad en-dro : hini ar su o chom e-kichen ar stêr Platte hag hini an norzh o chom e-kichen ar Black Hills, e-kichen ar meuriadoù Lakota.

Komz a reont cheyeneg, ur yezh tonek e-barzh strollad bras ar yezhoù aljek.

Gwechall e oa staliet ar Cheyened en ul lodenn vras eus ar Stadoù-Unanet, eus su Colorado betek ar Black Hills e Su Dakota. Hiziv an deiz e vevont e kêr e giz ar peurrest eus an Amerikaned, pe e mirvaoù. E 2013 e oa 22 970 anezho.

Anavezet ez eus hiziv an deiz 4 mare bras e istor ar Cheyened :

  1. Pa oant o vevañ e broioù leun a goadeier e vevent eus al labour-douar, o c'hounit maiz, fav, ha riz gouez.
  2. Bountet gant an trevadenniñ europat, kregiñ a rejont da chaseal bizoned ar Plaenennoù Bras
  3. E-pad an trede mare e tilezas ar Cheyenned al labour-douar evit dont da vezañ ur meuriad kantreer penn-da-benn eus ar Plaenennoù Meur.
  4. Ur wech kollet o ziriadoù diwezhañ e rankas ar Cheyenned chom da vevañ e mirvaoù.

Brezelioù Amerindian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet bountet tamm-ha-tamm e-pad o istor, kemer a reas ar Cheyened perzh er brezelioù amerindianed. Goude e vije bet lazhet 133 anezho e 1864 gant milisourien Colorado e krogjont gant ur brezel guerilla digoll a-enep ar re wenn, dreist-holl gant o Soudarded Chas (Hotamétaneo'o). Evit echuiñ gant ar brezelig-se e voe kaset ar 7th Cavalry Regiment, renet gant al letanant-koronal George Armstrong Custer da stourm outo. D'an 27 a viz Du 1868 e voe distrujet ur c'hamp Cheyened e Washita (Oklahoma).

Ar Cheyened eus an Norzh, ha lod eus ar Cheyened eus ar Su, a gemeras neuze perzh en Emgann Little Bighorn. Kevreet ouzh al Lakotaed hag ur strollad bihan a Arapahoed, tagañ a rejont George Armstrong Custer hag e strollad 647 soudard e-kichen ar stêr Little Bighorn. Flastret e voe ar 7th Cavalry Regiment, gant 323 soudard kollet, Custer en o zouez.

Goude emgann Little Big Horn e voe chaseet ar bandennadoù a chomas dizalc'h. Un nebeud re a zreistbevas frank betek 1884, pa voe gounezet ganto krouidigezh ur mirva evit Cheyened an Norzh e gevred Montana.

Diskaret e voe mirva Cheyened hag Arapahoed ar Su pa voe krouet Stad Oklahoma, gant an douaroù rannet neuze etre izili an div bobl-se.

Rannet e oa ar Cheyened etre 10 meuriad, dasparzhet etre daou strollad da gentañ (ra ar Su ha re an Norzh). Dont a reas da vezañ tri da-heul skarzhadeg penn ar soudarded chas Porcupine Bear e dibenn ar bloavezhioù 1830.

Pep hini eus an dek meuriad en doa meur a benn hag a rene aferioù diabarzh ar meuriad. An aferioù a denne d'ar Vroad Cheyen a-bezh evel emglevioù peoc'h a voe komzet gant Kuzul ar Pevar ha daou-ugent. Ennañ e oa 44 fenn (4 dre veuriad mui 4 henaour). Ar pezh a denne d'ar brezel pe d'ar chase a veze meret gant Kevredigezhioù Brezelourien Cheyenne.

Cheyened brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Woo-ka-nay, brezelour brudet ha doujet e dibenn an XIXvet kantved .
  • O'kohomoxhaahketa, penn brezelour brudet e-pad kreiz an XIXvet kantved.
  • Hotóa'ôxháa'êstaestse (Tarv Bras), brezelour brudet
  • Ho'néoxheóvaestse (Bleiz Melen) penn brudet marvet e lazhadeg Sand Creek
  • Jimmy Carl Black, kaner ha tabouliner ar strollad The Mothers of Invention
  • 1964 : The Cheyennes ( Cheyenne Autumn ), gant John Ford
  • 1970 : Little Big Man, gant Arthur Penn
  • 2017 : Hostiles gant Scott Cooper

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brezelioù Amerikan-Indian
  • Mirva Indianed Northern Cheyenne
  • Kuzul ar Pevar ha Daou-Ugent
  • Kevredigezhioù brezelourien Cheyened
  • Soudarded Chas