Chesterton (Huntingdonshire)

Eus Wikipedia
Iliz St Michael e Chesterton

Chesterton zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel eus Bro-Saoz, e Cambridgeshire. Emañ Chesterton er gornaoueg da Peterborough, e distrig Huntingdonshire, a zo ul lodenn eus Cambridgeshire koulz hag ur gontelezh istorel eus Bro-Saoz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hreñvlec'hig roman anvet Durobrivae a oa eno, war an Ermine Street ha war lez ar stêr Nene.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo an anv Chesterton diwar an elfennoù hensaoznek ceastre, deus eus ar ger latin castra (= kêr, kamp), ha tun, ur stumm kozh eus "town". Talvezout a ra kement ha "kêr roman" eta[1].". Meneget eo Chesterton en Domesday Book, skrivet Cestretune.[2]

Anv ar gêr roman, Durobrivae a gaver meneget e skridoù latin[3] :

  • Enskrivadur, war ur mortez : Cunoarus Vico Duro(brivae)
  • Enskrivadur, war ur mortez : Sennianus Durobrivis Uri(t)
  • Itinerarium Antonini 4751 (Iter V) : Durobrivas
  • Dizanv Ravenna 10654 : Durobrissin

Stummoù latinaet int eus un anv keltiek *Durobrīwās, a dalvez kement ha "kreñvlec'h (e-kichen) ar pontoù".

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Chesterton- Key to English Place-names. Chesterton- Key to English Place-names. University of Nottingham. Kavet : 11/06/2018.
  2. (1992) Domesday Book: A Complete Translation. London : Penguin Books. 1328 p. 
  3. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain, B. T. Batsford Ltd., London, 1979, 1982, p. 348