Cheryl Cole

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cheryl Cole (kanerez))
Cheryl Cole e Cannes e 2014

Cheryl Ann Tweedy, ganet d'an 30 a viz Even 1983, zo ur ganerez, skriverez pozioù ha maouez skinwel saoz. Ganet ha desavet e voe e Tyneside, ha brudet e voe adalek fin ar bloavezh 2002 pa voe gounezet ganti ur plas ezel er strollad Girls Aloud, ur girl group savet dre an abadenn skinwel ITV Popstars: The Rivals.

Cheryl Cole o kanañ en Hastings e 2008

Pa oa ezel eus ar strollad c'hoazh he devoa kroget gant un hent kanerez hec'h-unan e miz Ebrel 2009, ha goude-se betek 2014, he devoa embannet pevar albom studio.