Chavouot

Eus Wikipedia
Dañsoù evit Chavouot en Israel e 2009

Chavouot pe Shavuot ((he) שָׁבוּעוֹת, "Sizhunioù"; (yi) Shovues) zo anavezet evel Gouel ar Sizhunioù pe alies Pantekost ((grc) Πεντηκοστή). Ur gouel yuzev eo, lidet d'ar 6 a viz Sivan (hanter-miz Mae - hanter miz Even). Daou natur a zo d'ar gouel : merkañ a ra eostiñ ar gwinizh e douar Israel (Ermaeziadeg 34:22) ha lidañ a ra koun roadenn an Torah a-berzh Doue d'an Israelited e Menez Sinai - goude ma n'eo ket skrivet al liamm-se ger-ha-ger en Torah.

Unan eus an tri gouel pirc'hirinaj eo. Merkañ a ra fin kontañ an Omer ha liammet eo e zeiziad ouzh Pesac'h. Goulenn a reer en Torah komañs da gontañ seizh sizhun an Omer adalek eil devezh Pesac'h. Kontañ a reer an deizioù hag ar sizhunioù evit diskouez emeur o c'hortoz an Torah. Da Besac'h eo dieubet an dud eus ar sklavidigezh, da Chavouot eo roet an Torah dezho ha mont a reont da vroad a stag da servij Doue. Un devezh e pad ar gouel en Israel ha daou zevezh en diaspora.