Chase Vaeleg

Eus Wikipedia

Chase Vaeleg zo un heuliad romantoù bet skrivet e brezhoneg gant Ewen Jacq, dindan e anv bluenn Umran Asovar, hag embannet gant Keit Vimp Bev. Teir levrenn az a d'ober an heuliad-mañ, Abzael, bet embannet e 2012, Emryn, e 2013 ha Wilhelm e 2014. Prezantet evel un testeni e kont an tri levr chase ha stourm tri Herzhi, da lavaret eo chaseourien boudoù-hud en ur bed faltazi, ouzh ur suner-gwad iskis e emzalc'h anvet Vaeleg, war un nebeud dekvedoù bennak.

Kinniget eo bet an div levrenn gentañ e-barzh ar rummad Priz ar Yaouankiz hag aet eo ar maout gantañ e 2013.