Mont d’an endalc’had

Charlie Kirk

Eus Wikipedia
Charlie Kirk
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharlie Kirk Kemmañ
Anv ganedigezhCharles James Kirk Kemmañ
Anv-bihanCharles, James Kemmañ
Anv-familhKirk Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Her 1993 Kemmañ
Lec'h ganedigezhArlington Heights Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gwe 2025 Kemmañ
Lec'h ar marvTimpanogos Regional Hospital Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvshot to the neck Kemmañ
Killed byTyler James Robinson Kemmañ
Lec'h douaridigezhArizona Kemmañ
PriedErika Kirk Kemmañ
Den heverkFoster Friess, Bill Montgomery, Donald Trump Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labourbroadcast journalism Kemmañ
ImplijerTurning Point USA, Turning Point Action, Breitbart News, Human Events Kemmañ
Kargchief executive officer of Turning Point USA Kemmañ
Bet war ar studi eHarper College, Wheeling High School, Leadership Institute Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan Kemmañ
Relijion pe kredennEvangelicalism Kemmañ
Komzoù diwezhañCounting or not counting gang violence? Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum van Bommel van Dam Kemmañ
Ezel eusScouting America, Council for National Policy Kemmañ
Luskad politikeltu dehoù Kemmañ
Ideologiezh politikeltrumpoueriezh, broadelouriezh kristen, Make America Great Again Kemmañ
Darvoud-alc'hwezlazhadenn Charlie Kirk, funeral of Charlie Kirk, memorial service of Charlie Kirk Kemmañ
Prizioù resevetForbes 30 Under 30, Silver Play Button, Gold Play Button, Eagle Scout, Presidential Medal of Freedom Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://charliekirk.com Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://baike.baidu.com/item/查理·柯克/66750247, https://baike.sogou.com/v225354760.htm Kemmañ
Kont warGettr Kemmañ
Dedennet gantCultural Marxism conspiracy theory Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Charles James Kirk, ganet d'ar 14 a viz Here 1993 en Arlington Heights en Illinois hag aet da Anaon d'an 10 a viz Gwengolo 2025 en Orem en Utah, a oa ur stourmer politikel eus an tu dehoù mirour ha broadelour kristen, ur skrivagner ha levezoner stadunanat. Kengrouet en doa an aozadur mirour Turning Point USA (TPUSA) e 2012 ha bez e oa ar rener anezhañ. Penn erounit an Turning Point Action (TPAction) hag ezel eus ar Council for National Policy (CNP) e oa ivez. The Washington Post a rae eus outañ "unan eus mouezhioù selaouetañ an tu dehoù"[1].

D'an 10 a viz Gwengolo 2025, Kirk a voe tennet warnañ pa oa o tivizout gant studierien eus skol-veur traoñienn Utah. E vuntr en deus lakaet sevel ur barrad enkrez dre ar vro gant an aon e vije abeg da feulsterioù politikel nevez[2] [3] hag an dañjer a zo da welet ar frankiz embann e soñjoù en arvar e-tal ur feulster diroll[4].

Goude al lazhadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma vije bet tennet warnañ met a-raok ma vije embannet e oa marv Kirk, ar prezidant stadunanat Donald Trump hag a oa tost dezhañ en doa goulennet e vije pedet gant an dud evit Kirk war e rouedad sokial Truth Social[5][6][7]. Kalz pennoù politikel eus a bep tu politikel o deus embannet e oant bet skoet gant al lazhadenn hag e oant enebet krenn ouzh ar feulster politikel o sevel er vro[8][9]. Pennoù stadoù estren o deus embannet ivez o gourc'hemennoù a gengañv[10][11][12][13]. Lod tud vrudet o deus embannet ivez gourc'hemennoù a gengañv, levezonerien, ha sportourien ne ra forzh o zu politikel[14]. Trump, goude embann marv Kirk, en deus goulennet ma vije diskennet an holl vannieloù stadunanat dre ar vro evit enoriñ an hini drouklazhet[15]. Ar senedour Bernie Sanders en deus embannet ur filmig o reiñ e c'hourc'hemennoù a gengañv d'ar familh ha lec'h ma embann sklaer eo ret talañ ouzh ar feulster politikel hag a zo o sevel er vro hag a zo un dañjer evit an demokratelezh[16].

Stourmerien eus an tu dehoù pellañ evel Laura Loomer o deus bet galvet d'ur feulster digoll goude al lazhadenn[17], ha postet o deus titouroù diwar-benn tud a zo sañset bezañ bet o lidañ pe justifiañ al lazhadenn[18]. Un ajant sekred a zo bet astalet goude bezañ bet skrivet kemennadennoù war Facebook diwar-benn Kirk devezh e varv[19]. Meur a gelenner a zo bet astalet ivez dre ar vro goude kemennadennoù war marv Kirk war internet[20][21][22].

Ar skrivagner brudet Stephen King hag a oa bet o rannañ ur gemennadenn oc'h embann falskeloù war X e oa Charlie Kirk "o tifenn lazhadenn an heñvelreizhidi gant mein"[23]a zo bet oc'h en em zigareziñ.

E Bro-C'hall eo rannet an dud etre ar re laouen gant e varv, dreist-holl war ar rouedadoù sokial, evel un twit gant an embregerezh Dealabs.com hag a zo bet o skrivañ ur gemennadenn evit en em zigareziñ goude-se [24], hag ar re sabatuet gant ar feulster a-enep un den ha na rae nemet komz ha divizout. Keñveriet e vez e vuntr ouzh "Je suis Charlie", al lugan bet ganet goude muntr skipailh Charlie Hebdo[25]. Rediet eo bet Guillaume Erner, kazetenner e France Culture, d'en em zigareziñ rak tud o deus rebechet outañ e gemennadenn [26] [27].

Buan a-walc'h eo bet tud an tu dehoù pellañ hag ar vroadelourien c'hall o veuliñ an den hag o reiñ o gourc'hemennoù a gengañv. Deuet eo buan evito, evel evit Republikaned Stadoù-Unanet Amerika, da vezañ ur merzher kristen hag eus ar frankiz embann e soñjoù. Goulennet ez eus bet ganto ur vunutenn didrouz e parlamant Europa, ar pezh a zo bet nac'het.

Selloù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bec'h etre Israel ha Palestina

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kirk a oa un harper daonet da Israel[28][29][30][31]. E 2019, e-kerzh ur weladenn e Jeruzalem, en doa disklêriet dirak ur bodad tud "Kalz emaon evit Israel ... ha ma buhez-pad em eus difennet Israel"[32]. E miz Ebrel 2024, en doa harpet bec'h ar republikaned a-enep ar manifestadegoù evit Palestina war kampusoù skol-veur ar vro. Alies e oa savet Kirk a-du gant gwask Israel war ar Balestinianed e-kerzh Brezel Gaza, da skouer e oa bet o nac'hañ e oa eus un naonegezh e Gaza. En desped da se e oa bet o kemm lod eus e selloù evel e miz Ebrel 2025, pa oa bet o talañ ar gouarnamant Trump hag a oa o klask mougañ ar studierien a-du gant Gaza dre zigarez ur stourm a-enep an enepyuzevegezh. Disklêriet en doa e oa un dagadenn war ar gwir da embann e soñjoù er Stadoù-Unanet. Lâret en devoa: "Ur wech deuet an 'enepyuzevegezh' da vezañ un diazez evit difenn ouzh un den komz betek lakat anezhañ en toull-bac'h, e vo ur striv dibar da lakaat da enepyuzev komzoù a bep seurt — ar memes doare ma vez graet gant an tu kleiz evit lakaat da dalvezout komzoù lies evel 'gouennelour' evit abegiñ lakaat o enebourien da devel.

Nebeut amzer goude tagadennoù ar 7 a viz Here en Israel e 2023, Kirk en doa difennet soñjoù iriennour a embanne e ouie gouarnamant Israel e oa un dagadenn gant an Hamas da zont, ha Netanyahu en doa laosket anezho d'ober evit gellet chom er galloud[33].

E miz Even 2025, Kirk a oa enebet kreñv ouzh ar fed e vije ar Stadoù-Unanet o kemer perzh er brezel etre Iran hag Israel[34].

Meur a bolitikour ha stourmer politikel israelian a zo bet sabatuet gant marv Kirk, meur a hini anezho oc'h embann e oa eus outañ ur "c'hamalad" feal da Israel. Lod anezho o deus embannet e oa bet lazhet evit un abeg enep-sionegezh.

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 11 a viz Gwengolo 2025, Comedy Central en doa embannet e vije nullet adskignadur ul lodenn eus South Park anvet "Got a Nut", lec'h m'emañ an dudenn Eric Cartman oc'h ober al lu gant Charlie Kirk[35]. Kement-se a oa bet goude ur sinadeg enlinenn evit ma vije nullet an abadenn dre ma oa "burutellus" an doare da daolenniñ Kirk hag ar skignadenn ken tost eus devezh e lazhadenn[36]. Kirk e-unan en devoa embannet sklaer e oa entanet gant al luadenn-se eus outañ, ha deskrivet en devoa al lodenn evel "farsus-tre"[37].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Conservative activist Charlie Kirk fatally shot in Utah; person of interest in custody". Retrieved on September 10, 2025. 
  2. (fr) https://www.lefigaro.fr/international/assassinat-de-charlie-kirk-c-est-peut-etre-l-etincelle-qui-risque-de-faire-tout-exploser-aux-etats-unis-20250911
  3. (fr) https://www.ouest-france.fr/monde/etats-unis/evenements-annules-menaces-la-classe-politique-americaine-en-alerte-apres-la-mort-de-charlie-kirk-4119fa02-8fa9-11f0-a247-44b729b0842f
  4. (fr) https://www.rtl.fr/programmes/une-lettre-d-amerique/7900540855-meurtre-de-charlie-kirk-pourquoi-il-y-aura-un-avant-et-un-apres-aux-etats-unis
  5. Liptak, Kevin (September 10, 2025). "Trump calls for prayers for Charlie Kirk", CNN. 
  6. We must all pray for Charlie Kirk, who has been shot. A great guy from top to bottom. GOD BLESS HIM! (September 10, 2025).
  7. "Live Updates: Charlie Kirk, Right-Wing Influencer, Shot in Utah", The New York Times (September 10, 2025). 
  8. Charlie Kirk: Trump ally shot dead at campus event in Utah
    (en-GB)
    (September 10, 2025).
  9. Powell, Tori B. (September 10, 2025). "Prominent political figures react to Kirk's death", CNN. 
  10. "Israeli, world officials give condolences, condemn Charlie Kirk assassination" (September 11, 2025). 
  11. Gooch, Bryony (September 10, 2025). "Sir Keir Starmer leads UK tributes to Trump ally and right-wing activist Charlie Kirk". 
  12. Morrison, Catherine (September 10, 2025). "Canadian politicians condemn shooting of conservative activist Charlie Kirk". 
  13. Al Shemary, Josef (September 10, 2025). 'A dark moment for America': Trump vows crackdown on 'political violence' after Charlie Kirk assassinated. LBC.
  14. Bueno, Antoinette (September 10, 2025). Charlie Kirk dead at 31: Chris Pratt, Meghan McCain and more celebs react to assassination. Page Six.
  15. "Live: Donald Trump announces Kirk's death", BBC News (September 10, 2025). 
  16. Met ouzhpenn-se: Mar kredomp honest en demokratelezh, mar kredomp er frankiz, an holl ac'hanomp a rank en embann sklaer hag anat. Ar feulster politikel, ne ra forzh an ideologiezh, n'eo ket un diskoulm hag a rank bezañ kondaonet.
  17. Gilbert, David (September 10, 2025). "'War Is Here': The Far-Right Responds to Charlie Kirk Shooting With Calls for Violence". Wired (in saozneg Amerika). ISSN 1059-1028. Retrieved September 11, 2025.
  18. Gilbert, David (September 11, 2025). "Right-Wing Activists Are Targeting People for Allegedly Celebrating Charlie Kirk's Death". Wired (in saozneg Amerika). ISSN 1059-1028. Retrieved September 11, 2025.
  19. "U.S. Secret Service puts agent on leave who wrote negative Facebook post about Charlie Kirk, officials say" (in en-US), CBS News (September 12, 2025). 
  20. Staff (September 12, 2025). Teacher on leave for 'inflammatory' Charlie Kirk comments resigns from Cornelius city council. FOX 12 Oregon.
  21. WNY teacher placed on leave after social media posts about Charlie Kirk
    (en-US)
    (2025-09-13).
  22. After Charlie Kirk's death, teachers and professors nationwide fired or disciplined over social media posts
    (en)
    (2025-09-12).
  23. “He advocated stoning gays to death. Just sayin.'” “The horrible, evil, twisted liar apologizes. This is what I get for reading something on Twitter w/o fact-checking. Won’t happen again.” “I was wrong, and I apologize. I have deleted the post.”
  24. Ar sizhun tremenet, ur gemennadenn diaotre ha feukus a zo bet embannet war kont ofisiel Dealabs X. Ar gemennadenn-se n'eo ket tamm ebet hon talvoudegezhioù hag a zo enebet a-grenn ouzh ar pezh eo Dealabs.
  25. https://www.radiofrance.fr/franceculture/podcasts/l-humeur-du-matin-par-guillaume-erner/l-humeur-du-jour-emission-du-vendredi-12-septembre-2025-2734494
  26. (fr) https://tvmag.lefigaro.fr/programme-tv/actu-tele/il-y-a-desormais-deux-charlie-la-sdj-de-france-culture-denonce-un-billet-comparant-charlie-kirk-a-charlie-hebdo-20250918
  27. (fr)https://mediateur.radiofrance.com/chaines/france-culture/le-billet-de-guillaume-erner-sur-charlie-kirk/
  28. Islamophobic U.S. commentator Charlie Kirk shot dead at university event (September 10, 2025).
  29. Slain Commentator Charlie Kirk Was 'Ally to Israel'
    (en-US)
    (September 10, 2025).
  30. "Jewish, Israeli leaders call for prayers and end to political violence after Charlie Kirk is shot" (in en-US), The Times of Israel (September 10, 2025). 
  31. Zeitlin, Alan (September 11, 2025). Conservative and Pro-Israel Commentator Charlie Kirk Assassinated in Utah
    (en-US)
    .
  32. "Conservative influencer and Israel advocate Charlie Kirk shot dead at Utah event", The Times of Israel (September 11, 2025). 
  33. "Conspiracy Theorists Go Viral With Unsubstantiated Claim About Israel-Hamas Conflict", Forbes (October 16, 2023). 
  34. Baragona, Justin (June 20, 2025). "Charlie Kirk warns Lindsey Graham and Iran war hawks: 'Not even the Romans could defeat Persia'", The Independent. 
  35. Hailu, Selome (September 11, 2025). "'South Park' Episode Making Fun of Charlie Kirk Pulled From Comedy Central but Remains on Paramount+", Variety. 
  36. "Charlie Kirk Assassination: 'South Park' faces BACKLASH and calls for cancellation over parody episode weeks before shooting", The Times of India (September 11, 2025). 
  37. "MAGA Blames 'South Park' for Charlie Kirk Assassination as Comedy Central Pulls Episode" (in en), The Hollywood Reporter (September 11, 2025). "Goude ma vije bet skignet al lodenn, Kirk a seblante entanet hag embannet en devoa war TikTok (below) o laret e oa al lodenn unan 'fentus' hag ouzhpennet 'South Park a gompren mat.'"