Charles Étienne Brasseur de Bourbourg

Eus Wikipedia
An ao. Brasseur de Bourbourg, maenengravadur tennet eus emb. J. Windsor, Aboriginal America, en XIXvet kantved

Charles-Étienne Brasseur de Bourbourg (8 Gwengolo 1814 – 8 Genver 1874) a oa anezhañ ur skrivagner gall, un etnologour, un istorour hag un arkeologour. Dont a reas da vezañ un arbennigour war studi Kreizamerika, ur ranndir ergerzhet gantañ a-zevri.

Kalz e skoazellas e skridoù, e embannadurioù hag e labour evit adkavout dielloù istorel dianket, da ledañ gouiziegezh a-zivout yezhoù, skridoù, istor ha sevenadur ar ranndir-se; dreist-holl e pledas gant ar sevenadurezhioù maya hag aztek. Padal, e vrizhlakadennoù diwar-benn an darempredoù a vije bet etre an Henvayaed ha kevandir kollet Atlantis a sachas evezh Ignatius L. Donnelly hag a vroudas brizhskiant ar Vayanegezh.

Deroù e vuhez ha skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet e Bourbourg, ur gêrig vihan eus Flandrez nepell eus Dukark dres d'ar mare ma oa an Impalaeriezh c'hall kentañ o vont d'an traoñ.

Hag eñ yaouankik, mont a reas da c'h-Gent e Stad dizalc'h nevez Belgia da studiañ an deologiezh hag ar brederouriezh.

Eno e teuas da vezañ dedennet gant ar skrivañ hag e 1837, pa oa 23 bloaz e stagas da sevel pleustradoù evit ur gelaouenn barizian. Meur a istor a skrivas neuze (oc'h ober gant ul lesanv), en o zouez unan diwar-benn Jeruzalem. Danevelloù romantel a embannas, eus ar re a oa diouzh ar c'hiz d'an ampoent. Unan anezho Le Sérapéon a voe burutellet strizh ha rebechet e voe outi bezañ gwall dost ouzh hini François-René de Chateaubriand Les Martyrs embannet e 1809.

Tamallet e voe meur a wezh ouzh Brasseur de Bourbourg a-hed e vuhez bezañ preizhet skridoù na oant ket bet savet gantañ hag embann traoù diresis betek re.

Daoust d'ar pismigadennoù-se, derc'hel a reas e vrud evel kefredour ha skrivagner yaouank ampart da greskiñ. Mont a reas da Roma da chom e 1845 ma voe beleget d'an oad a 30.

Kaset da Gebek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz a-raok en doa sachet evezh ar C'hanadian Léon Gingras goude ma kejas gantañ e Roma. Evit doare e oa bet bamet hennezh gant spered an den yaouank. Aspediñ a reas e vignon ha keneil an aotrou Charles-Félix Cazeau, Vikel-vras Kebek da reiñ ur garg da Brasseur de Bourbourg er c'hloerdi eno. Kerkent hag e 1844 e krogas an aotrou Gingras da waskañ ha da genskrivañ evit ma "...vefe dispac'het e kement doare zo a-benn suraat ma ne nijfe ket kuit ul labous ken dispar da Vontreal e-lec'h ma vefe priziet".

Bloaz goude e velegadenn e voe aprouet karg Brasseur de Bourbourg gant an Arc'heskob Joseph Signay, hag en diskar-amzer 1845 e kuitaas Europa evit trevadenn vreizhveuriat ar broviñs kanadian. War an hent e e reas un ehan berr e Boston.

E kêr Kebek e stagas da labourat evel kelenner war istor an Iliz er c'hloerdi (kloerdi Kebek diazezet e 1663). Prestik goude-se e chomas a-sav da gelenn evit abegoù n'int ket anavezet.

Marteze peogwir en doa un tamm amzer vak, stagañ a reas Brasseur de Bourbourg gant un enklask diwar-benn istor arc'heskopti Kebek ha, peurgetket, an diazezer anezhañ er XVIIvet kantved François de Laval, kentañ Eskob katolik Kebek (tennañ a ra an université Laval, a zeuas da-heul ar c'hloerdi, hec'h anv diouzh an eskob-se). E deroù 1866 e voe embannet buhez Laval, disoc'hoù e enklaskoù en dielloù. Evit doare ne voe ket degemeret mat-mat al labour-se gant lod eus keneiled Brasseur de Bourbourg rak tabut a savas ha diwarnañ e voe diaesaet pe distabilaet e saviad eno mod pe vod. Gouzout a reer ivez e tisplije hin c'harv goañvoù Kebek dezhañ, da varn diouzh arroudoù bet skrivet gantañ diwezhatoc'h en e Istor eus ar C'hanada. Kement-se a voe ivez pennkaoz marteze ma tivizas kuitaat ar vro prestik goude.

Dilezel a reas ar c'hloerdi en hevelep bloavezh ha distreiñ da Voston ma kavas ur garg en eskopti. Anvet e voe da Vikel-vras an eskopti gant an eskob John Bernard Fitzpatrick en em gleve gantañ, splann eo, un tamm mat gwelloc'h eget gant e superiored kozh.

E-tro penn ar bloaz e tistroas da Europa. Tremen a reas ur pennadig amzer e Roma hag e Madrid e-sigur ur raktres nevez ma oa war-nes kemer perzh ennañ : mont da Greizamerika.

Beajoù hag ergerzhadennoù dre Greizamerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Golo orin labour 1857 Brasseur de Bourbourg, "Histoire du Mexique"

Adalek 1848 betek 1863 e veajas a-zevri evel misioner dre Vec'hiko ha Kreizamerika.

E-keit-se e lakaas e evezh e hendraezoù Kreizamerika ha dont a reas da vezañ barrek war teoriennoù ha soñjoù ar mare diwar-benn istor ar ranndir-se hag ar sevenadurezhioù rakkolombian a chome da neuze gwall anavezet ha komprenet-nebeut o lec'hiadoù hag o monumantoù c'hoazh.

O tennañ gounid kement eus an titouroù bet dastumet gantañ a-drugarez d'e veajoù dre ar vro hag eus ar pezh a oa bet bodet gant studierien all ec'h embannas e 18571859 un istor eus sevenadurezh an Azteked a gaved ennañ kement a oa anavezet pe a greded anavezout diwar-benn an impalaeriezh kozh-se bet trec'het ha kaset d'an traoñ un tri-c'hant vloaz bennak abretoc'h gant ar gonkistadored spagnol a gemeras harp evit se war enebourien an Azteked a veve dindan o beli.

Kas a reas da benn enklaskoù a-zivout yezhoù indian Kreizamerika hag an treuzlizherennadur anezho el lizherenneg latin. Etre 1861 ha 1864 ec'h embannas hag e voullas un dastumad dielloù bet skrivet e yezhoù indian.

E 1864, setu eñ arkeologour en ergerzhadenn vrezel c'hall. Da-heul al labour-se e voe embannet e levr Monuments anciens du Mexique gant ar gouarnamant gall e 1866.

Pajenn tennet eus embannadur Brasseur de Bourbourg Diego de Landa Relación de las Cosas de Yucatán, gant lizherenneg vrudet de Landa.

Dizoloadenn labourioù Diego de Landa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1862, tra ma oa o furchal dielloù Akademiezh roueel an Istor e Madrid evit kavout danvez a-zivout an Douar-Nevez en em gavas gant un eilskrid krennet eus un dornskrid a oa bet skrivet da gentañ gant ar c'hloareg spagnol Diego de Landa e-tro ar bloaz 1566. Bet e oa bet De Landa unan eus ar re a oa bet karget da hadañ ar feiz kristen e-mesk ar Vayaed en douaroù nevez c'hounezet gant ar Spagnoled e Kreizamerika goude aloubadeg spagnol ar Yucatán. Eno en doa bevet e-pad meur a vloaz. Skrivet e voe e zornskrid gantañ pa rankas distreiñ dre heg da Spagn ma voe barnet evit bezañ fallgaset ur prosez inkizision. Didamallet e voe hag e tistroas diwezhatoc'h d'an Douar-Nevez ma voe anvet Eskob Yucatán. En dornskrid e enrollas de Landa kalz a ditouroù diwar-benn ar Vayaed hag o boazioù bevañ, evezhiadennoù diazezet war studi boazioù ar Vayaed, ar bevañ en o ser hag ar c'homz gant titourerien vaya. Brasseur de Bourbourg avat a lakaas e evezh dreist-holl war ur pennad ma eilskrive de Landa ar pezh a lavare bezañ ul "lizherenneg" eus ar hieroglifoù maya, anezho reizhiad-skrivañ an hensevenadurezh vaya a chome digomprenus d'an holl. Er pennad-se, en doa de Landa merket arouezennoù, pe c'hlifoù, a oa sañset klotañ gant lizherennoù al lizherenneg spagnol evel ma oant bet displeget dezhañ gant an titourer bet aterset gantañ. En em rentañ a reas kont Brasseur de Bourbourg e c'halle an dizoloadenn-se bezañ an alc'hwez a c'hallfer dibrennañ gantañ kevrin ar skritur maya hag ec'h embannas e ziskuilhadenn en ur voullañ an dornskrid (en un embannadur divyezhek spagnoleg-galleg) e dibenn ar bloaz 1863 dindan an titl Relation des choses de Yucatán de Diego de Landa.

Padal, da c'houde dielfennadenn gentañ Brasseur de Bourbourg ha re all, diskouez a reas "lizherenneg Diego de Landa" bezañ kudennek ha diasur. C'hwitañ a reas an taolioù-esae kentañ da lenn ar glifoù maya dre ar seurt maen Rosetta-se. Koulskoude, dizoloadenn an teul-se gant Brasseur de Bourbourg ha lizherenneg de Landa a ziskouezas diwezhatoc'h bezañ hollbrizius evit disifrañ ar glifoù maya. Faziañ a reas Brasseur de Bourbourg ha re all war e lerc'h o klask displegañ an arouezennoù evel lizherennoù. Pa voe komprenet e oant evit gwir silabennoù anezho evit ar pep brasañ e voe gallet ober araokadennoù bras.

Embannadur ar Popol Vuh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1861 ec'h embannas Brasseur de Bourbourg ul labour heverk all : un droidigezh e galleg eus ar Popol Vuh, unan eus levrioù santel ar Quiché (K'iche') Vayaed. Asambles gantañ e lakaas ur yezhadur eus ar yezh K'iche' hag ur studiadenn diwar-benn ar vitologiezh vaya.

Goulakadennoù diwar-benn Atlantis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e Grammaire de la langue quichée (1862) e krogas Brasseur da skrivañ diwar-benn Atlantis. El levr-se ec'h embannas e gredenn ma oa bet eus ar vro gollet deskrivet gant Platon. Hervezañ he doa tapet ar vro-se ul live sevenadurel uhel a-raok savidigezh sevenadurezhioù Europa hag Azia. Kinnig a reas gwelet e yezhoù Amerika orin ar gerioù europat ha pers hag embann a reas e oa bet darempredoù ingal etre an Douar-Nevez hag ar bed kozh.

E 1866, e voe embannet Monuments anciens du Mexique (Palenque, et autres ruines de l'ancienne civilisation du Mexique) gant un destenn dindan dorn Brasseur de Bourbourg kinklet gant tresadennoù meurdezus Jean-Frédéric Waldeck. Ha pa vefe bet diazezet deskrivadur Waldeck eus dismantroù Palenque war un anaoudegezh wirion eus al lec'h, e adsavadennoù arzel a oa bet kaeraet evit lakaat war wel un darempred strizh etre an arz hag ar savouriezh vaya ha re Henamzer glasel Roma ha Gres. Diskuilhet e voe goude-se pegen falset e oa bet an tresadennoù-se met re ziwezhat e voe evit mirout ouzh labour arzel Waldeck da lakaat brizhkredennoù da sevel diwar-benn an darempredoù etre hensevenadurioù Amerika ha re ar Bed kozh, dre kevandir Atlantis pergen.

Kreñvaet e voe ar c'hredennoù-se gant an daveoù roet gant Brasseur de Bourbourg e-unan eus deskrivadurioù Platon war sevenadur ha kevredigezh tud Atlantis a grede mort da Vrasseur bezañ adkavet roud anezho en hensavenadur maya evel displeget en e levr Quatre Lettres sur le Méxique (1868). En embannadur-se e laka war wel Brasseur de Bourbourg heñvelderioù niverus etre Doueed ha kosmologiezh ar Vayaed ha re Hengiptiz. Emplegañ a ra evel-se e oa ganto o-daou ur vammenn voutin, hini kevandir kollet Atlantis. Pelloc'h c'hoazh ez a Brasseur de Bourbourg el levr-se pa ginnig un istor eus Atlantis diazezet war ar mitoù maya. Awenet e voe Augustus Le Plongeon hag ivez Ignatius L. Donnelly gant al levr-se. Hemañ diwezhañ en e levr Atlantis: The Antediluvian World a ra dave-kenañ da studiadennoù Brasseur de Bourbourg. Daoust da bep tra, skrivañ a reas ur skolveuriad e 1875 ne vefe ket kavet ur skolveuriad eus e amzer evit degemer stultennoù Brasseur de Bourbourg diwar-benn Atlantis.

Dedenn Brasseur de Bourbourg evit ar speredelezh koublet gant ar goulakadennoù diwar-benn an darempredoù etre ar Vayaed kozh hag Atlantis a voe a-walc'h evit diazezañ ar vayaegezh.

Adkavadenn ur c'hodeks maya[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1866 en doe digarez Brasseur de Bourbourg da arsellet e Madrid ouzh un draezenn a oa perc'henn warnañ ar c'helenner spagnol ha paleografour Juan de Tro y Ortolano en doa prenet anezhi ur c'hwec'h bloaz bennak abretoc'h. An draezenn-se a oa anezhi ur c'hodeks kozh, ul levr graet gant paper rusk dezhañ stumm ur skrammad pajennoù rollet en em heul an eil war-lerc'h eben war-hed meur a vetrad pa vezont displeget. Er c'hodeks e kaved arouezennoù niverus ha tresadennoù a oa gouest a-walc'h Brasseur de Bourbourg da anavezout evel a orin maya abalamour m'en doa bet tro da welet ha da studiañ merkoù damheñvel ha glifoù p'edo o vevañ e Kreizamerika.

Reiñ a reas aotre dezhañ Tro y Ortolano da embann un eilskrid eus ar c'hodeks-mañ hag anvet e voe kodeks Troano gant Brasseur en e enor. Hollbouezus e oa bezañ adkavet ar c'hodeks-mañ rak ne oa nemet an trede kodeks maya anavezet da neuze. An eil, kodeks Pariz, a oa bet dizoloet gant an ensklaker gall Léon de Rosny un nebeud bloavezhioù a-raok traken. Ent-resis, priziañ a reas Brasseur de Bourbourg e gavadenn evel dleet pa ouie pegen rouez e oa ar c'hodeksoù. Gouzout a ouie ervat e oa merket e Relación de Landa bet addizoloet gantañ abretoc'h ivez penaos e oa bet urzhiet gant hennezh distruj kement kodeks maya a oa tu da lakaat an dorn warnañ hag e oa bet devet meur ha meur a godeks.

E 1869–1870 ec'h embannas Brasseur de Bourbourg e zielfennadennoù ha displegadurioù diwar-benn danvez kodeks Troano en e labour Manuscrit Troano, études sur le système graphique et la langue des Mayas. Kinnig a reas tammoù troidigezhioù evit ar glifoù enrollet er c'hodeks, diazezet evit darn war ar skeudennoù a yae ganto hag evit un darn all war lizherenneg de Landa. Aner e voe e strivoù hag esaeoù evit ar pep brasañ koulskoude.

Awenet e vo Augustus Le Plongeon gant e droidigezh diwezhatoc'h evit diazezañ e zeorienn war kevandir kollet Mu. Evit gwir testeniekaet eo implij ar ger Mu e labourioù Brasseur de Bourbourg.

Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, ur c'hodeks maya all a voe dizoloet etre daouarn un dastumer all. Lesanvet e voe kodeks Cortés pa voe kredet e oa bet perc'henn Hernán Cortés warnañ. Pa voe studiet diwezhatoc'h gant Léon de Rosny e voe kavet e oa evit gwir ul lodenn eus kodeks Troano ma oa bet rannet dioutañ ur mare oa bet evit abegoù dizispleg. Diwezhatoc'h c'hoazh e voe bodet en-dro an div lodenn anvet bremañ kodeks Madrid pe kodeks Troano-Cortés. Arvestiñ outo a c'haller ober bremañ e Madrid.

E 1871 ec'h embannas Brasseur de Bourbourg e Bibliothèque Mexico-Guatémalienne, un dastumad skridoù lennegel ha mammennoù a denn da studioù Kreizamerika.

Dave a ra e bennad diwezhañ "Chronologie historique des Mexicains" (1872) da gkodeks Chimalpopoca ma anata pevar prantad a gataklismoù bedel a grogje 10.500 vloaz kent JK. diwar ur rikladur eus ahel ar voull-douar (ur meizad kar da teorienn rikladur ar poloù).

Marv ha priziadur e zegasadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet eo Brasseur de Bourbourg e Nisa e penn-kentañ 1874. 59 bloaz e oa.

Diskouezet o deus e labourioù arkeologel war an dachenn, e labour dalc'hus evit dastum, dizoleiñ hag adembann mammennoù studi ankounac'haet bezañ talvoudus-kenañ evit an enklaskerien hag ar gelennerien war danvez Kreizamerika a zeuas war e lerc'h. Padal, evit ar pep brasañ e voe didalvoud an displegadennoù ha teoriennoù degaset gantañ.

Roll embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu aze ur roll eus e embannadurioù (labourioù krouet gantañ pe adembannadurioù dielloù istorel orin), urzhiet dre an deiziad embann orin. Merket eo al lec'h embann (etre krommelloù), hag e druz eo bet lakaet anv boutin pe verr pep embannadur. Peuzsur n'eo ket klok ar roll.

  • 1837 : Le Monde Journal (Pariz), meur a bennad ha studiadennoù.
  • 1839 : Le Sérapéon, épisode de l'histoire du IVe siècle (Pariz), un danevell.
  • 1839 : La dernière vestale (Pariz), un danevell.
  • 1843 : Jérusalem, tableau de l'histoire et des vicissitudes de cette ville célèbre depuis son origine la plus reculée jusqu'à nos jours (Lille, France. Embannet dindan an anv:pluenn Étienne de Ravensberg).
  • 1846 : Esquisse biographique sur Mgr de Laval, premier évêque de Québec (Kebek).
  • 1851 : (las) Cartas para servir de Introducción á la Historia primitiva de las Naciones civilizadas de la América setentrional... (Mec'hiko), troidigezhioù e spagnoleg ha galleg.
  • 1852 : Histoire du Canada, de son Église et de ses missions depuis la découverte de l'Amérique jusqu'à nos jours, écrite sur des documents inédits compulsés dans les archives de l'archevêché et de la ville de Québec, etc. (2 levr., Pariz).
  • 1853 : Le khalife de Bagdad (Paris), un danevell.
  • 1853 : Histoire du Patrimoine de Saint:Pierre depuis les Temps apostoliques jusqu'à nos jours (Plancy, Pariz, Arras, Amiens).
  • 1857—59 : Histoire des nations civilisées du Mexique et de l'Amérique Centrale, durant les siècles antérieurs à Christophe Colomb ... (4 levr., Pariz).
  • 1861 : Voyage sur l'Isthme de Tehuantepec dans l'état de Chiapas et la République de Guatémala, 1859 et 1860 (Pariz).
  • 1861 : Popol Vuh, le Livre sacré des Quichés, &c. (Pariz).
  • 1862 : Grammaire Quichée et le drame de Rabinal Achí (Pariz).
  • 1862 : Sommaire des voyages scientifiques et des travaux de géographie, d'histoire, d’archéologie et de philologie américaines (Saint:Cloud, Frañs).
  • 1864 : Relation des choses du Yucatán de Diego de Landa (Pariz), eilskrid ha troidigezh labour de Landa.
  • 1866 : Monuments anciens du Mexique (Palenque, et autres ruines de l'ancienne civilisation du Mexique) (Pariz).
  • 1868 : Quatre Lettres sur le Mexique (Pariz).
  • 1869—70 : Manuscrit Troano, étude sur le système graphique et la langue des Mayas (2 levr., Pariz).
  • 1871 : Bibliothèque Mexico:guatémalienne (Pariz).

Mirout a ra an Archives Nationales (Pariz), F17, 2942 un dastumad danevelloù ha rentoù:kont beaj kaset gant Brasseur de Bourbourg eus Mec'hiko, Guatemala ha Spagn da Ministr gall an Deskadurezh ha Relijion.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bandelier, Adolph F. (1907). "Charles Etienne, Abbé Brasseur de Bourbourg". Catholic Encyclopedia (New Advent online reproduction) vol. II. New York: Robert Appleton and Company. Retrieved on 2005-07-21. 
Brasseur de Bourbourg, Charles Étienne (1861). Popol Vuh. Le livre sacré et les mythes de l'antiquité américaine, avec les livres héroïques et historiques des Quichés. Ouvrage original des indigénes de Guatémala, texte quiché et traduction française en regard, accompagnée de notes philologiques et d’un commentaire sur la mythologie et les migrations des peuples anciens de l’Amérique, etc., Collection de documents dans les langues indigènes, pour servir à l’étude de l’histoire et de la philologie de l’Amérique ancienne, Vol. 1. Paris : Arthus Bertrand. OCLC 7457119.  Galleg K'iche'
Ferrer Muñoz, Manuel (2002). "Brasseur de Bourbourg ante las realidades indígenas de México", in Manuel Ferrer Muñoz (ed.): La imagen del México decimonónico de los visitantes extranjeros: ¿un estado-nación o un mosaico plurinacional? (PDF online facsimile), Serie Doctrina Jurídica, no. 56, México D.F. : Instituto de Investigaciones de Jurídica, Universidad Nacional Autónoma de México. 261–286 p. ISBN 968-36-9318-0. OCLC 50761138.  Spagnoleg
Kettunen, Harri; and Christophe Helmke (2005). Introduction to Maya Hieroglyphs (PDF online reproduction), Wayeb and Leiden University. Retrieved on 2005-07-19. 
Mace, Carroll Edward (1973). "Charles Étienne Brasseur de Bourbourg, 1814-1874", in Howard F. Cline (Volume ed.), John B. Glass (Associate vol. ed.): Handbook of Middle American Indians, Vol. 13: Guide to Ethnohistorical Sources, part II, R. Wauchope (General editor), Austin : University of Texas Press. 298–325 p. ISBN 0-292-70153-5. OCLC 163392725. 
Martí, Beatriz (n.d.). Mayan Codices. History. Mundo Maya online. Kavet : 2005-07-15.
Sylvain, Philippe (2000). "Brasseur de Bourbourg, Charles-Étienne". Dictionary of Canadian Biography Online vol. X, 1871–1880. Ed. John English (general ed.), Réal Bélanger (Directeur général adjoint). Ottawa: Library and Archives Canada, Université Laval, and University of Toronto. OCLC 70528566. Retrieved on 2005-07-19. 
Wauchope, Robert [©1962] (1975). Lost Tribes and Sunken Continents: Myth and Method in the Study of the American Indians, Fifth impression, Chicago, IL : University of Chicago Press. ISBN 0-226-87635-7. OCLC 50928664. 

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]