Charles Francis Richter
Charles Francis Richter a zo ur sismologour amerikan, ganet eo e Butler County e-kichen Hamilton (Ohio) d'ar 26 a viz Ebrel 1900 ha marv d'an 30 a viz Gwengolo 1985 e Altadena (Kalifornia).
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Charles Richter a zo ganet en ur familh a labourerien-douar en Ohio. E Los Angeles e Kalifornia e vev e-pad e grennardiezh.
Alies e vez e arnodva sismologiezh Pasadena e 1927, studiañ a ra e skol-veur Stanford, hag er "California Institute of Technology" (Caltech) e lec'h ma resev e PhD Fizik e 1928. Ar memes bloavezh e timez gant Lillian Brand.
Ne gav ket reizh skeulioù Rossi (bloavezhioù 1880) pe Mercalli (1902), a zeskrive ar c'hrenoù-douar da geñver an distruj pe ar santadurioù. Dre-se e kinnigo e 1935 ur skeul (skeul Richter) a c'hell deskrivañ galloudezh ur c'hren-douar en epikreizenn dre an energiezh implijet.
Labourat a ra er "Carnegie Institute" eus 1927 da 1936 ha goude er "California Institute of Technology" evit labourioù teknikel. Dont a ra da vezañ kelenner war ar sismologiezh e 1952.
E 1956, gant Beno Gutenberg (1889-1960), e tiskouez e klot ar meurez 0 gant tro 10⁴ Joules, pa vez ar meurez 9 damkevatal da 10¹⁷ Joules.
Mervel a ra an 30 a viz Gwengolo 1985 e Altadena e-kichen Pasadena e Kalifornia.