Chapel-Felgeriz
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Chapel-Felgeriz | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | La Chapèll-dez-Foujeràe | |
Anv gallek (ofisiel) | La Chapelle-des-Fougeretz | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Lanvezhon | |
Kod kumun | 35059 | |
Kod post | 35520 | |
Maer Amzer gefridi | Anne Le Floch 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | http://www.lachapelledesfougeretz.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 735 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 544 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 85 m bihanañ 41 m — brasañ 95 m | |
Gorread | 8,71 km² | |
kemmañ ![]() |
Chapel-Felgeriz a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Lanvezhon e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie, heulian J.-Y. Le Moing ː La Chapelle des Fougerois, 1397
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En argant e sourin en glazur karget gant pevar bezantenn en aour
Ardamezioù familh Romelin (XVvet)
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un drev eus Sant-Gregor e oa Chapel-Felgeriz [2].
Dispac'h gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe ar gumun e 1790 [3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 33 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,04 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 8 a viz Eost 1943 e kouezhas ur c'harr-nij Boston IIIA marilhet BZ 296 eus ar 88th Squadron eus ar Royal Air Force Volunteer Reserve (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) (en "Haut Plessis" pe er "Bas Plessis", diresis) e Chapel-Felgeriz goude bout bet bombezet skiberioù ar morlu alaman en Hent an Oriant e Roazhon; diwar tri nijour e baread, e teuas unan a-benn da achap en ur impljout e harz-lamm, lazhet e voe an daou all, unan anezhe a zo douaret e Bretteville-sur-Laize (Calvados Bro-C'hall), ne voe ket kavet korf an trede hini[5];
- Mervel a reas c’hwec’h den eus ar gumun abalamour d'ar brezel, tri anezhe a oa tud nann-soudard [6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Jozeb, XIXvet kantved, bet kempennet penn-da-benn e 2006-2007.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1921 | 1937 | Pierre-Marie Pautonnier | SFIO | Labourer-douar |
1937 | 1962 | Francis Gapihan | SFIO | Labourer-douar |
1962 | 1971 | Eugène Choux | SFIO | Labourer-douar |
1971 | 1983 | Georges Martinais | PS | Kelenner |
1983 | 2008 | Philippe Tourtelier | PS | Kelenner Kannad (2002-2012) |
2008 | 2014 | Gisèle Apétoh | PS | Retredadez |
2014 | Gouere 2020 | Jean-Yves Chiron | Dehoù diseurt | Retredad |
Gouere 2020 | → bremañ | Anne Le Floch | Kleiz diseurt | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Kalchreuth | 1993 |
![]() |
Lechlade | 1998 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995