Mont d’an endalc’had

Chaok-aotrou

Eus Wikipedia
Croque-monsieur
Iskevrennad eussandwich gant keuz ha morzhed-hoc'h, charkuterezh pastezer Kemmañ
Deiziad krouiñ1910 Kemmañ
Anv er yezh orincroque-monsieur Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Danvez implijetbara-minvig, morzhed-hoc’h, Emmental Kemmañ

Chaok-aotrou[1] (eus ar ger galleg croque-monsieur) zo ur sandwich gant bara, kig morzhed-hoc'h ha keuz ordinal, alies gruyère, poazhet en ur baelon, en ur forn, pe ur benveg aozet a-benn-kaer.

Kozhik e c'hall bezañ ar bara (un nebeud deizioù), glec'hiet e vioù baset a-raok bezañ fritet. Gallout a reer servij gant lipig gwenn (bechamel pe Mornay), hervez al lec'h ma c'houlenner un hevelep meuz.

Kentañ chaok-aotrou a vije bet gwelet e Pariz en ur c'hafedi e 1910, met n'ouzer ket a belec'h e teu an anv. Meneg eus ar meuz a gaver gant Marcel Proust en e romant À l'ombre des jeunes filles en fleurs, embannet en 1919 : « Or, en sortant du concert, comme, en reprenant le chemin qui va vers l'hôtel, nous nous étions arrêtés un instant sur la digue, ma grand'mère et moi, pour échanger quelques mots avec madame de Villeparisis qui nous annonçait qu'elle avait commandé pour nous à l'hôtel des « croque-monsieur » et des œufs à la crème… ».

Meuzioù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chaok-itron

Chaok-itron[2] (galleg: croque-madame) a vez graet eus ar chaok-aotrou pa vez lakaet ur vi war-benn, chaok-dimezell[3] (galleg: croque-mademoiselle) pa vez lakaet legumaj e lec’h ar morzhed-hoc'h.