Mont d’an endalc’had

Chako

Eus Wikipedia
Chako ur fuzuilher-mor gall (1829).

Ur chako (diwar an hungareg csákó distaget [ˈt͡ʃaːkoː]) zo un tog e stumm ur pikern krennet, dezhañ un erien, a veze gwisket gant houzarded Hungaria er XVIIvet kantved.

E feltr e veze graet peurliesañ. Ledañ a reas e implij e armeoù europat all adalek dibenn an XVIIIvet kantved, betek hanterenn gentañ an XIXvet kantved. Ur bluenn hag elfennoù all evit anavezout arm pe unvez ar soudard a c'halle bezañ warnañ ivez.

E Bro-C'hall e vez gwisket c'hoazh gant ar Gward republikan, evel tamm eus an unwisk-lid. Er vro-se e vez lesanvet ar fuzuilherien-vor schako abalamour ma voe o zog gwechall ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.