Mont d’an endalc’had

Chain gun

Eus Wikipedia
Brastres ur chain gun M242 25 mm.

Ur chain gun (saozneg evit arm-tan dre chadenn) zo un arm-tan dezhañ ur c'hanol hepken, pourveziet e vunisionoù dre ur chadenn heñvel a-walc'h ouzh hini ur marc'h-houarn, kaset gant ur c'heflusker tredan, ha n'eo ket gant nerzh mekanik tarzhadenn kargad-poulzañ ar munision evel er braz eus an armoù tennata aotomatek modern[1]. Chain gun zo ur gourzhanvad, diwar anv an arm kentañ a seurt-se, breouet e 1976 gant an embregerezh stadunanat Hughes Helicopters[2].

Ar braz eus ar chain guns a ra gant obuzioù izel o c'halibr (etre 20 hag 50 mm).

Arm Kalibr Implij
L94A1 7,62 × 51 mm KSH evel ar Challenger 2 hag an FV510 Warrior
AAI In-Line 7,62 × 51 mm Kentpatrom chain gun dezhañ meur a ganol
Profense PF 50 12,7 × 99 mm
Northrop Grumman Sky Viper 20 × 102 mm Stumm arnodel an M230
M242 Bushmaster 25 × 137 mm KSH evel an M2 Bradley hag al LAV-25 ; Mk 38 savet war bagoù-brezel
Mk44 Bushmaster II 30 × 173 mm KSH evel ar CV90, an DS30M ; Mk 46 savet war bagoù-brezel
M230 30 × 113 mm B Biñsaskell AH-64 Apache
Bushmaster III 35 × 228 mm KSH evel ar CV90
Bushmaster IV 40 × 365 mm R Memes munisionoù hag ar c'hanolioù Bofors 40mm L/70
XM813 Bushmaster II 40 × 180 mm
XM913 Bushmaster III 50 x 228 mm Savet evit tennañ an XM1204 High Explosive Air Burst
  1. (en) CHINN George M., The Machine Gun: History, Evolution, and Development of Manual, Automatic, and Airborne Repeating Weapons, levrenn V, Edward Brothers Publishing Co., 1987, p. 453 (pellgarget d'ar 06/04/2025)
  2. (en) Breved war lec'hienn an US Patent and Trademark Office (lennet d'ar 06/04/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan