Mont d’an endalc’had

Celina González

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Celina y Reutilio)

Celina González Zamora , ganet e 1929 e Nueva Luisa, e proviñs Matanzas, e Kuba, zo ur ganerez. Er bloavezhioù 1950 e kane en daouad Celina y Reutilio.

Kouerien e oa he zud. Pa oa bugel e kane gante hag he breur hag he c'hoar e beilhadegoù (saraos) an dibenn-sizhun. Ángela a sone an tres hag a gane ha Jesús a sone laúd. Celina a gane tonioù en doare guajiro. Digant he mamm e teskas enoriñ an doueed afrikan : Ochún, Babalú Ayé, Changó y Yemayá.

Reutilio Domínguez Terrero (*Guantánamo, 1921 - †1971) a oa gitarour.

Pa oa bugel ez eas da chom gant he zud da Santiago de Cuba. E 1943 e reas anaoudegezh gant karantez he buhez, Reutilio Domínguez .

Kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Que viva Changó!, en enor d'an doue Changó. Deut da vout Que viva Fidel! (un doue all).
  • Tumba la caña, da zougen bri d'an droc'herien korz-sukr

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]