Cavalier d'Arpino

Eus Wikipedia
Giuseppe Cesari, anvet ivez Cavalier d'Arpino pe Il Giuseppino (1568-1640).
Murlivadur e sant'Onofrio al Gianicolo, e Roma.

Giuseppe Cesari, anvet ivez Cavalier d'Arpino pe Il Giuseppino, a oa ul livour italian eus ar XVIvet kantved ha XVIIvet kantved, ganet pe en Arpino pe e Roma, e 1568 ha marvet en Roma d'an 3 a viz Gouhere 1640.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa Giuseppe Cesari da Muzio Cesari, hag e dad an hini a oa ganet en Arpino (etre Roma ha Naplez), rak e Roma e seblant Giuseppe bezañ ganet. E vamm a oa merc'h d'ur Spagnol a wad uhel.

Digant Niccolò Pomarancio e teskas ar vicher. Ur stal-labour brudet en doa e Roma. Enni e labouras Caravaggio war-dro 1593-94, karget da livañ bleunioù ha frouezh.

Anvet e voe da varc'heg ar C'hrist gant ar pab Klemañs VIII, ha harpet gant Sikstus V.
War un digarez dister e voe lakaet en toull-bac'h, war c'houlenn ar c'hardinal Sipion Borghese, niz d'ar pab, hag a lakaas e grabanoù war e holl daolennoù.

E 1600 ez eas da-heul ar c'hardinal Aldobrandini da Vro-C'hall, ma voe roet dezhañ urzh Sant Mikael gant ar roue Herri IV.


Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar pab e voe anvet da Cavaliere di Cristo en 1599. Er bloaz-se end-eeun e voe dilennet da briñs (principe) en Accademia di San Luca. Adarre voe anvet da briñs en 1615 ha 1629.