Caterina Visconti (1342-1382)
Neuz
- Ur bajenn disheñvelout Caterina Visconti zo.
Caterina Visconti (1342-1382), a oa merc'h da Matteo II Visconti, aotrou Milano, ha da Gigliola Mantova, eus an tiegezh Gonzaga.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' e oa da zimeziñ d'ar markiz Bertoldo Iañ d'Este hervez an emglev skoulmet goude he ganedigezh, met hemañ a varvas e 1343. E 1358 e voe dimezet Caterina Visconti da Ugolino Gonzaga (1320-1362), a oa condottiero, kabiten goprsoudarded. Ur mab o devoe, Bernabò (1360-1368).
Goude lazhet he fried gant he breudeur e 1362 ez addimezas da Feltrino Gonzaga, aotrou Novellara ; bugel ebet n'o devoe, hag adintañveziñ a reas Caterina Visconti e 1374.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Litta, Pompeo. Famiglie celebri d'Italia – Gonzaga di Mantova. Torino, 1835 — Lenn en-linenn