Casimir Lefaucheux
Neuz

Casimir Lefaucheux, bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1802 e Bonnétable[1] (Sarthe, Bro-C'hall) ha marvet d'an 9 a viz Eost 1852 e Pariz, a oa un armeurer gall. Brudet eo evit bezañ ijinet ar c'hartouchennoù brochennet, enne bodet an emors, ar poultr hag ar vannadell en un douilhez metal evit ar wech kentañ, e deroù ar bloavezhioù 1830. Sevel a reas ivez ar fuzuilhoù-chase kentañ karget dre o c'hulasenn, dezhe kanolioù da wintañ[2]. Implijet eo ar sistem-mañ gant kalz fuzuilhoù-chase hiziv an deiz. Goude e varv e voe renet e embregerezh gant e vab Eugène[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) LAUTISSIER Gérard, RENONCIAT Michel, Casimir Lefaucheux arquebusier 1802 - 1852, Éditions du Portail, 2006, 144 p., ISBN 9782865510405
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Bonnétable. Casimir Lefaucheux, créateur d’armes au XIXe, Ouest-France, 11/01/2021 (lennet d'an 08/03/2025)
- ↑ (fr) Fusil Lefaucheux, war lec'hienn MAI Saint-Étienne (lennet d'an 08/03/2025)
- ↑ (fr) Casimir Lefaucheux war Arme et Passion (lennet d'ar 07/03/2025)