Mont d’an endalc’had

Carthago delenda est

Eus Wikipedia
Catapulta, gant al livour saoz Edward Poynter (1868). Taolenniñ a ra ur vannerez-vein e seziz Karta, da vare an trede brezel punek. Engravet eo an droienn Delenda est Carthago ouzh an arm, a-us d'al lizherennoù SPQR.

Carthago delenda est, skrivet Delenda est Carthago pe Delenda Carthago ivez, zo un droienn latin hag a dalvez « Kartada a rank bezañ distrujet ». Gant ar gerioù-mañ e echue Cato an Henañ e holl brezegennoù, sañset, ne vern o danvez. Carthago delenda est a vez implijet hiziv an deiz pa aheurter en e soñj, pa glasker ober un dra kousto pe gousto[1].

An droienn-mañ a ra dave d'an daou vrezel punek kentañ, bet gounezet gant Roma bewech. Daoust da se e oa chomet gourdrouzus Kartada evit ar Republik roman, ar pezh a lakaas ar Romaned da glask distruj ar geoded enebour penn-da-benn. Graet e voe e dibenn seziz Kartada e 146 kent JK.

  1. (fr) Latin. Dictionnaire, Larousse, 2008, ISBN 978-203582522-3, p. III