Carte figurative des pertes successives en hommes de l'armée française dans la campagne de Russie 1812-1813
Neuz
Carte figurative des pertes successives en hommes de l'armée française dans la campagne de Russie 1812-1813 (brezhoneg : Kartenn c'hrafek kolloù tud an arme c'hall e Kampagn Rusia 1812-1813) eo anv ur gartenn hag a ziskouez kolloù Arme Veur Napoleon Iañ da vare Kampagn Rusia e 1812.
Savet e oa bet gant ar Gall Charles Joseph Minard (1781-1870) e 1869. Brudet eo evit reiñ c'hwec'h live titouroù war ar memes diell[1]. Anavezet eo ar gartenn ivez evit diskouez buan ha sklaer pegen uhel eo bet kolloù armeoù an Impalaer dindan un nebeud mizioù (war-dro 440.000 soudard marv, prizoniet pe kollet)[2].
Elfennoù diskouezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hentad an arme c'hall, etre an Niemen ha Moskov ;
- Tu an arme : e gell evit ar mont, e du evit an distro ;
- An niver a soudarded en arme, hervez an unvezioù a zispartie diouti pe a adstage outi, a zo taolennet gant tevder al linenn ;
- Emdroadur an temperadur e-pad an distro, hervez skeul Réaumur.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) RENDGEN Sandra, Les cinquante cartes de Charles-Joseph Minard, Visions Carto, 03/03/2016 (lennet d'ar 04/01/2025)
- ↑ (fr) Hervez LENTZ Thierry, Nouvelle histoire du Premier Empire, II. L'effondrement du système napoléonien 1810-1814, Fayard, 2004 (ISBN 978-2-7028-9469-9)