Carlos Riolfo
Neuz
Carlos Riolfo Secco, bet ganet d'ar 5 a viz Du 1905 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Kerzu 1978 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (kreizer e bost dezhañ war an dachenn).
E vicher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hleuboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed amañ da-heul an tri c'hleub en devoa c'hoariet enne :
- 1925-1931 : Peñarol Montevideo, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1928 ha 1929,
- 1932-1933 : Estudiantes de La Plata (La Plata, Buenos Aires (proviñs), Arc'hantina),
- 1934-1935 : Palermo Football Club (Rouantelezh Italia d'an ampoent).
E skipailh broadel Uruguay
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech en devoa douget krez La Celeste[1] e 1928, hep merkañ pal ebet.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
30 a viz Eost 1928 | Avellaneda (Arc'hantina) | Arc'hantina - Uruguay | 1-0 |
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
21 a viz Gwengolo 1928 | Estadio Gran Parque Central (Montevideo) | Uruguay - Arc'hantina | 2-2 |
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken, hep c'hoari krogad ebet :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.